liv an amzer
LANN VRAZ
Ur film sevenet gant : Soazig Daniellou (2013)
Gant : Aziliz Bourgès, Erwan Cloarec, Marion Gwenn, Nicole ar Vourc'h, Bob Simon.
Hiziw e komzin deoch ag ur film bet savet er vro gant Bretoned ha brezhonegerion war-un-dro, ar pezh nad eo ket un dra a vez gwelet liez. Ur film hir tost da un euriad hanter, kentañ film ken hir-se bet graet er vro hag e brezhoneg. E brezhoneg, mez pas hebkén, rag klevet e vez galleg ive hag un tammig saozneg. Ne faote ket da Soazig Daniellou, ar sevenerez, diskoueziñ ur vro er-maez ag ar realded : e Breizh hiziw e vez klevet galleg, ned dalv ket ar boan henn kuzhad. E Breizh, dreist-oll e lenn-vor Brest, mez ive e bae Montroulez hag e Plougastell ema bet filmet ar skenennoù.
Ur film evid an tele eo. Neus diforch ebed etre ar filmoù-tele hag ar filmoù savet evid boud skignet er salioù sinema, nemed ar mod da rastellad argant do sevel. Daou sistem zo, ha pa groger en unan anezhe neo ket en arall. Daomp gant ar film-tele enta ar wezh-mañ, a-benn ar wezh kentañ e vo ur gwir film sinema marse. Ha perag ne vehe ket ?
Rag daet eo braw an traoù gant Soazig Daniellou hag he skipailh komedianed ha teknisianed. Hiziw e cheller bodañ tud a-vicher hag a gomz brezhoneg, mem war dachenn ar sinema : setu un dra nevez, hag a ziskouez eh a an traoù war-raog memestra : doned a ra ar brezhoneg da voud ur yezh a-vremañ, gouest da gomz a ne vern pesort sujed.
Ur sujed breton zo bet tretet gant ar film : komz a ra ag istrerion, ag ekolojisted ha difennerion ar laboused-mor, dreist-oll ar skraviged Dougall, nebeutoch-nebeud anezhe sañset. Karantez zo ive e-kreiz an istoer etre Gwenn ha Mark. Pellaet he doa Gwenn a-zoch ar vro e-pad pemp ploaz, ha daet en-dro gant an esper adkavoud he mignon Mark. Mez bremañ e vew Mark gant Aurélie ha paotrig honnañ, Tom, ur chrouadur 8 vloaz bennag. Mez ag ur familh istrerion ema Gwenn, istrerion nad int ket re chalet gant difenn ar skraviged Dougall evel Mark, hag a zo e penn an ekolojisted. Amañ eh omp a-blom gant romant Romeo ha Julieta mod Breizh.
Mez ur blijadur eo en em santiñ en hon bro, gant tud rust un tamm meur a wezh, rust evel ar mor tro-dro. Diskouezet e vez Breizh evel mema, bew ha braw mez gwirion, pell a-zoch ar skeudennoù evid an douristed. Komz a raer e-barzh ar film ag an istr triploid, da lâred eo istr kemmet o jenom un tamm, rag nhellont ket "ober bugale" evel ma lâre ur chrouadur ban istoer, é krediñ e oa e voereb Mari triploid ive, a-gaoz ma nhe doa ket bet bugel ebed.
Iztitlet eo ar film e galleg. Daw eo din lâred e kaven sikour da beb an amzer gant an destenn challeg evid kompren frazennoù zo. Marse ne oa ket mad ar son er sal ma oa bet skignet ar film (un amphi e lise Victor Basch e Roazon), marse ive ne oa ket bet lâret kreñv a-walch gant ar gomedianed, marse ive a-gaoz ma ne oa ket bet distaget spiz a-walch. Aze eh omp gant ur problem a zo heni ar brezhoneg a-hiziw : daw eo dimp termeniñ ur brezhoneg aez da gompren evid an oll. Mall eo henn ober, a-hend-arall e vo digalonekaet ar re a vez e teskiñ (hag ar re arall ive). Daw eo sachañ evezh ar gomedianed war kalite o brezhoneg, war spizter o distagadur, war choaz ar gerioù a vo lâret. Ur gwir labour en a-raog. Din da ouied neo ket bet boulchet al labour-se choazh, ul labour a oa e-kreiz soñjoù Albert Boché nawazh. Setu aze ur chantier ag ar re bouezusañ a rank difennerion ar brezhoneg kas da benn.
Mez saludomp ar film-se, Lann-Vraz, hag intrudu Soazig Daniellou he doa kaset he ragtres da benn : ur maen-bonn e chomo e istoer ar sinema e brezhoneg.
Skignet e oa bet ar film war FR3 Breizh e miz ebrel dija, ha skignet e vo war FR3 choazh hiziw, dar gwener 24 a viz mae, diwezhad siwazh, da greiznoz ha deg. Mez klasket e vo henn lakaad da droiñ e salioù zo goude ive.
Kit dhenn gweled mar gellit, plijadur ho po.
JCLR.20130523.