Sizhun ar mont-dont en Europa, dre skouer Ploneiz
En Europa a-bezh 'vez lakaet ar goaz ar sizhun-mañ war ar mont-dont. Ur "Semaine de la mobilité" e galleg, evit lakaat an dud da soñjal 'barzh doareoù all eget an otoioù evit mont da labourat pe kas o bugale 'ba skol.
Kemper kumuniezh a gemer perzh 'barzh ar sizhun-se o klask lakaat war wel an dioren raktreset er bloavezhioù o tont evit ar c'hirri-boutin.
Met ne ya ket war gresk implij ar c'hirri boutin 'barzh an holl kumunioù. Ploneiz, da skouer, 'n eus kollet ar bloaz-mañ meur a mont-dont betek Douarnenez pe Kemper. Anne Gouerou 'neus graet ar poent war an diaesterioù-se gant Pierre Le Berre, maer Ploneiz
Fotoioù : lec'hiennoù internet kuzul departamant ha Kemper Kumuniezh