Kanaki-Frañs: mont a ra an darempredoù da fall!
Eizhtez zo eo savet kanakiz ouzh politikerezh Bro-C’hall ‘ba o bro. Petra ‘zo kaoz ? Ar cheñchamant reolennoù evit gellout votiñ en dilennadegoù tiradel. Votet zo bet ul lezenn gant deputeed Pariz dikun tremenet hag a zo da vout kadarnaet gant ar Parlamant. Ur chenchamant pouezhus kaer hag a zo nac’haet mik gant an dizalc’hourien eus an FLNKS hag ar CCAT. Laket e vefe ur fin d’ar sistem votiñ zo lakaet e pleustr abaoe emglev Noumea e 1998 evit gwareziñ o flas ‘ban ensavadurioù lec’hel. Skornet eo ar c’horf dilenn pezh ‘neus da cheñch Republik Bro-C’hall. Gant ar cheñchamant eo 25 % a dud ouzhpenn ha n’int ket Kanakiz a c’hallfe votiñ. Met ouzhpenn ar chenchamant bonreizhel zo ‘vefe kaoz an emsavadeg. An diaesamantoù ekonomikel bevet gant kanakiz ‘vefe kaos an emsavadeg ivez. Stanket ‘zo ur bern hentoù. Feuslterioù zo ‘ba Nouméa dreistholl. 500 milion a euroioù a distruj ‘zo bet renablet. Meur a den zo bet lazhet. Pell zo ‘oa ket bet ken stenn an traoù ‘ba Kanaki… Matilin Mahé zo o chom ‘ba Provins an hanternoz ‘ba Kanaki… Heuliañ a ra an darvoudoù a-dost. Emañ gant Erwan Blanchard.