keleier ar vro d'ar Merc'her 22 a viz Mae 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Ur vodadeg vras zo rakwelet hiziv e Kemper pa vo goulennataet sekretourien-veur CGT ha CFDT ospital Brest-Karaez er c’homiserdi
200 a dud oa deuet dirak prefeti Kemper dimeurzh tremenet da souten Mathieu Guillemot, mouezh-aotreet difennerien ospital Karaez. Ambrouget e oa bet gant ar bobl betek ar c’homiserdi ma oa sañset da respont da c’houlennoù ar boliserien. Un 10 stourmer bennaket zo galvet betek penn kentañ ar sizhun a zeu d’an archerdi. Tamallet zo dezhe bezañ bac’het tud e ti an ARS ha bezañ bet feuls eno. D’ar 14 a viz Gwengolo warlene o devoa aloubet burevioù Ajañs Rannvro ar Yec’hed e Kemper da c’houlenn-groñs e vije addigoret urjañsoù Karaez noz-ha-deiz. Sindikalourien eo ar pep brasañ eus an dud galvet da vont da di ar polis. En o-zouesk 6 den eus CGT ospital Brest-Karaez ha 3 eus ar CFDT. Jean Pirou, eus CGT Karaez.
Digwener da noz e oa loc'het an 9vet Redadeg evit ar brezhoneg eus Beg ar Raz e Plougoñ...
Ha da geñver an darvoud-se e oa bet sinet ar garta « Ya d'ar brezhoneg » gant dilennidi Kumuniezh Kumunioù ar C'hab, bodet holl war al leurenn e-pad al lid. E-pad pell e oa chomet ar C'hab war dreñv 'vit pezh a sell eus diorren ar yezh. Selaouomp Armelle Streiff -Le Bozec, eilmaerez Ploeneg, Gurvan Kerloc'h, maer Gwaien ha bezprezidant ar c'humuniezh kumunioù hag André Marchand, eilmaer Plougoñ, darn eus an dilennidi o deus sinet ar garta.
Da selaou ouzhpenn er c'heleier :
- Nac'het he deus Israel sinañ an arsav-brezel dilun a oa bet asantet gant an Hamas
- Erruout a raio ar prezidant Macron e Kanaki hiziv
- E Turkia eo bet Kondaonet al leader kurd Selahttin Demirtas da 42 bloaz toull-bac'h
- Ur pezh moneiz 2 euro a vo roet da bep skoliad pe skoliadez eus ar CP d'ar CM2
- Barnet zo bet tri den eus an tu dehou pellañ e Sant-Brieg ar sizhun dremenet
Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.