àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel em fenn - Meurzh 21 a viz Mae

Avel em fenn - Meurzh 21 a viz Mae

Penaos e tremen an traoù evit Ar Redadeg ar wezh-mañ? 5 deiz 'zo e loc'he an dud a Rosko. Arriued oant e hanternoz ar vro d'ar Meurzh 21 a viz Mae etre Dinan ha Lambal. Muioc'h a resisadurioù get Katell Grall, e burev ar Redadeg hag o labourat evit Skipailh Kreiz Ar Redadeg (SKAR).

 

Roiñ un eil vuhez d'an dafar d'ober àr-dro ar pouponed, setu ar pezh a vez kaset da benn get an embregerezh Ti Koantik. Ezel emañ a Chouette Coop bremañ, ur SIC a ra ar mem labour evit ar levrioù. Ur valeadenn a vo graet a-hed ar sizhun get Séverine Inkermann, e Kervigneg. An tamm kentañ da glevout tro 45' er podkast-mañ.

 

Adkavit ivez rubrikenn neventioù Brezhoweb get Florent Grouin a-ziàr Barzaz-Breiz labour Kervarker, en Istor livet.

 

Keleier ar vro get Metig Jakez-Vargas. Avel em fenn oa kinniget dre-eeun a Bondi e studio RBG get Enora Molac.

 

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio