àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Menezaoter, ur gumun war an harzh gant Bro-C'hall da weladenniñ!

Menezaoter, ur gumun war an harzh gant Bro-C'hall da weladenniñ!

Ar glad n’eo ket just ar c’hestell bras hag an ilizoù-meur, pep kumun bihan pe bras neus ur glad pinvidik, hag a vez graet mat war e dro gant an dilennidi … pe get. Ur skwer a c’hell bezañ Kumun Menezaoter. En desped da vezañ bihan-bihan, da lavaret eo seizh kilometrad karrez ha daou c’hant eizh annezad ha tri ugent eo kempennet mat glad ar barroz anvet Montautour e galleg, a zo ‘kichen Gwitreg war an Harzoù etre Breizh ha Bro Vaen. Ma ‘z emañ ar barroz chouk da vro vaen eo gwriziet met Menezaoter e Breizh, war an ardamez treset e iliz itron varia ar Roc’h e c’heller lenn gêr stur Menezaoter e brezhoneg, Roc’h bepred ! Nag a blijadur neuze evit tud ar vro da zizoleiñ pe dizoleiñ glad ar barroz en-dro. Gant ar gevredigezh Hent ar furnez deus Argantred ar Genkiz ez eus bet aozet ur weladenn dec’h, un tregont bennak a dud o deus gweladennet ar bourk savet war ur menez a daou c’hant metrad a uhelder, penn uhelañ an departamant. Selaouomp Jili Marzhin prezidant ar gevredigezh, Florence Bonamy a zo ezel Hent ar furnez ha Mean Louarn he doa kemeret perzh er weladenn ... Ur reportaj gant Anton Burel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio