àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Miret anvioù-lec'hioù brezhonek ar vro, skwer Gwimaeg

Miret anvioù-lec'hioù brezhonek ar vro, skwer Gwimaeg

E Gwimaeg war digarez un emvod kuzul-kêr e miz Ebrel e oa bet roet da c’houzout ar raktres envel ha niverenniñ ruioù, bilajennoù ha gwinodennoù ar gomun. Al lezenn « 3DS » bet votet e 2022 a redia ar parrouzioù da gas ur seurt labour da benn. Evit ar c’humunioù bihanoc’h evit 2000 a annezidi eo lakaet an termen d’ar c'hentañ a viz Even 2024. Ar pal zo aezetaat labour al livrerien, ar fakteurien hag ar sikourioù… Met e meur a lec’h eo bet graet an traoù diwar-goust glad an anvioù-lec’hioù brezhonek orin. E Gwimaeg bepred e voint miret ha klokaet gant niverennoù da zisheñvelaat ar chomlec’hioù. Ur bodad koñsailherien zo bet karget da renabliñ an anvioù-lec’hioù. Pedet e oa bet gante Bernard Kabon, bet maer Gwimaeg, ha Dominig Bourjes, bet koñsailherez.

 

Nevez zo he deus ar gevredigezh Koun Breizh disklêriet e oa mallus lakaat anvioù-lec’hioù Breizh war renabl an UNESCO abalamour ma oa gourdrouz warne a-gaoz d’al lezenn 3DS. Hervez Koun Breizh e vez pouezet gant ar Post evit ma vefe choazet anvioù gallek da ramplas ar re vrezhonek. Evit abegoù teknikel e tegouezh ivez ec’h afe diwar wel an anvioù-lec’h pa vez e-barzhet an traoù e-barzh lojisiel ar Post, eme Koun Breizh c’hoazh.

 

Ur pennad-kaoz gant Tomaz Laken

 

(Poltred lec'hienn kêr Gwimaeg)

 

 

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio