àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kreizenn-dudi vrezhonek nevez Karaez : pemzektez a blijadur !

Kreizenn-dudi vrezhonek nevez Karaez : pemzektez a blijadur !

D’ur greizenn-dudi ouzhpenn e brezhoneg e oa bet roet lañs pemzektez zo e Karaez ! Douget eo gant Poc’hêr Kumuniezh hag ar C’HLAJ, ar gevredigezh a bled gant ar sevenadur, an dudioù, ar buheziñ ha gant yaouankizoù ar vro. Betek tregont bugel a c’hell bezañ degemeret er greizenn. Ur chañs evit bugale ar skolioù brezhonek ha divyezhek hag un dra vat ivez pa vanke plasoù da zegemer trawalc’h a vugale e kreizennoù-dudi all ar c’hornad. Tri buhezour ha buhezourez a oa bet er vakañsoù-skol tremenet o kas an troc’h e skol Persivien, e Karaez : Maiwenn Narme, Kawrintin Dalotel ha Caroline Andrieu, renerez ar greizenn.

 

Diwar vremañ e vo digor ar greizenn-dudi e brezhoneg e-pad ar vakañsoù-skol, eus al lun d’ar gwener, etre 7e30 ha 7e noz. Peurrest ar bloavezh e vo digor d’ar merc’her. Mont e darempred gant CLAJ Karaez ma vez c’hoant da lakaat anv ur bugel war roll bugale ar greizenn.

 

Ur gelaouadenn gant Tomaz Laken





Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio