àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d’ar Meurzh 7 a viz Mae 2024

Keleier ar vro d’ar Meurzh 7 a viz Mae 2024

Ar c’heleier zo bet kinniget deoc’h get Yuna Kojan

 

Ur greizenn dudi nevez e Karaez… E brezhoneg !

D’ur greizenn-dudi ouzhpenn e brezhoneg e oa bet roet lañs pemzektez 'zo e Karaez ! Douget eo gant Poc’hêr Kumuniezh hag ar C’HLAJ, ar gevredigezh a bled gant ar sevenadur, an dudioù, ar buheziñ ha gant yaouankizoù ar vro. Betek tregont bugel a c’hell bezañ degemeret er greizenn. Ur chañs evit bugale ar skolioù brezhonek ha divyezhek hag un dra vat ivez pa vanke plasoù da zegemer trawalc’h a vugale e kreizennoù-dudi all ar c’hornad. Tri buhezour ha buhezourez a oa bet er vakañsoù-skol tremenet o kas an troc’h e skol Persivien, e Karaez : Maiwenn Narme, Kawrintin Dalotel ha Caroline Andrieu, renerez ar greizenn.

Diwar vremañ e vo digor ar greizenn-dudi e brezhoneg e-pad ar vakañsoù-skol, eus al Lun d’ar Gwener, etre 7e30 ha 7e noz. Peurrest ar bloavezh e vo digor d’ar Merc’her. Mont e darempred gant CLAJ Karaez ma vez c’hoant da lakaat anv ur bugel war roll bugale ar greizenn...

Ur reportaj gant Tomaz Laken.

 

Ducasse ha Kraaz : ar strolladoù sonerezh àr leurenn Festival Klegereg

Festival Kleg a gomansay 'benn dimerc’her ! Etre an 8 hag an 11 a viz Mae vo ar fest e kumun Klegereg. Get ar gevredigezh en Arwen vez savet ar festival er bourk. Seizh vlez àrn ugent 'zo get Festival Kleg ar blez-mañ… Ar suhun-mañ vo moian dizoloeiñ strolladoù e-pad sonadegeù, dañsal er festoù-noz pe c’hoazh gwelet teulfilmoù pe diskouezhadegeù ha konkour kost ar c’hoed !

E Kleg 'vez moian dañsal àr meur a soneù ! Lakaamp ur sell àr daou strollad o deus lakaet livioù disheñwal ha dreist-ordinal d’o sonerezh…

Youenn Lange zo kanour e strollad Ducasse, ur strollad a voda Olivier Catteau, Joachim Mouflin ha Raphael Decoster.

Marse e anavezit dija ar strollad Kraaz, ur strollad savet e daou vil daou àrn ugent !

Kraaz a ra ewe meskajeù aveit sevel ur luskad dreist-ordinal d’o soneneù, etre soneù ar benvegeù hengounel ha tonieù electro...

Selaouomp Youenn Lange ag ar strollad Decasse 'vo àr leurenn Kleg dimerc’her hag Arthmael Giraudon, sonour e Kraaz 'vo àr leurenn Kleg diriaou.

 

Atersadennoù get Yuna Kojan.

 

Kavet ar reportajoù AZE.

 

Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

  • Sevel a ra an arme Israelan tagadennoù spontus e Rafah, e Gaza
  • Ur prosez 'vo digoret enep 14 embregerezh agro-kimiek
  • Postoù labour vo skarzhet en un embregerezh e-tal Roazhon
  • Leun eo an dour e-dan an douar

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio