àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 06 a viz Mae 2024

Keleier ar vro d'al Lun 06 a viz Mae 2024

Embannet eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard.  

 

Strollad Breizh a vo war ar renk en dilennadegoù Europa

Disul e oa Gouel Strollad Breizh en Ilfentig, Breizh Uhel ! un hanter kant bennak a dud neun tabutet war meur a demoù, hag Unaniezh Europa a oa e-kreiz ar jeu. Evel-se en deus embannet nevez zo strollad an tu kreiz broadelour e gemero perzh e dilennadegoù Breujoù Europa gant al listennad Ekologiezh e-kreiz hag e benn listennad Jean Marc Governatori a zo kuzulier-kêr Niça. 5 ezel deus Strollad Breizh a zo war ar renk el listennad Ekologiezh en tu kreiz hag en holl pemp ezel warn ugent deus ar rouedad broioù unvan. Mathieu Guihard, prezidant ar strollad en deus kontet hiroc’h da Anton Burel war an devezh labour-mañ.

 

Menezaoter, ur gumun war harzhoù Breizh m'eo pinvidik ar glad

Ar glad n’eo ket just ar c’hestell bras hag an ilizoù-meur, pep kumun bihan pe bras n'eus ur glad pinvidik, hag a vez graet mat war e dro gant an dilennidi … pe get. Ur skwer a c’hell bezañ Kumun Menezaoter. En desped da vezañ bihan-bihan, da lavaret eo seizh kilometrad karrez ha daou c’hant eizh annezad ha tri ugent, eo kempennet mat glad ar barrez anvet Montautour e galleg, a zo ‘kichen Gwitreg war an Harzoù etre Breizh ha Bro Vaen. Ma ‘z emañ ar barroz chouk da vro Vaen eo gwriziet mat Menezaoter e Breizh, war an ardamez treset e iliz itron varia ar Roc’h e c’heller lenn gêr stur Menezaoter e brezhoneg, Roc’h bepred ! Gant ar gevredigezh Hent ar furnez deus Argantred ar Genkiz ez eus bet aozet ur weladenn dec’h, un tregont bennak a dud o deus gweladennet ar bourk savet war ur menez a daou c’hant metrad a uhelder, penn uhelañ an departamant. Selaouomp Jili Marzhin prezidant ar gevredigezh, Florence Bonamy a zo ezel Hent ar furnez ha Lena Louarn. Ur reportaj gant Anton Burel.

 

Ar reportajoù zo da selaou amañ

 

Hag ouzhpenn er c'heleier:

- Manifestadegoù ouzh an transfobia 'zo bet e-kerzh an dibenn-sizhun

- Feulster gant an tu dehou ouzh dilennidi e Bro-Alamagn

- Ur c'henstroll zo savet evit difenn ar pesketa

- Aet eo ar maout gant De Lie da geñver Tro Bro-Leon

- Echu gant al Lig 2! US Konk-Kerne a ziskenn e National.

 

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio