àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 30 a viz Ebrel 2024

Keleier ar vro d'ar Meurzh 30 a viz Ebrel 2024

Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine

 

Erru eo fin ar bloavezh-skol gant ar studierien

Krog eo mare an arnodennoù darnel abaoe dec’h hag e pado ur sizhunvezh pe ziv hervez ar gevrenn. Ar studierien en aotreegezh war ar brezhoneg a oa o tremen arnodennoù fonologiezh dec’h. Ur sapre labour evite met ivez evit ar gelennerien a vo tapet o amzer gant se betek fin miz Even. Pennad-kaoz gant Erwan Hupel, mestr-prezegenner war ar brezhoneg ha lennegezh Breizh.

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel.

 

Brezhoneg e tier ar re gozh Bro-Dreger

Abaoe miz Gwengolo eo gopret Mireille Arnouat gant Ti ar Vro Treger-Goueloù evit kinnig atalieroù e brezhoneg e tier ar re gozh an departamant. Kroget he doa da labourat e Penn-ar-bed e miz C'hwevrer ivez. Betek fin miz Even e kinnigo atalieroù e brezhoneg e Lanneur. Arc'hantet eo ar re-se gant Tolpad kêrioù Montroulez ha ti-bod Lanneur. Labourat a ra Mireille Arnouat gant tost da dregont ti ar re gozh e Aodoù an Arvor hag e Penn ar bed. Bep miz e vez kinniget un tem disheñvel d'an annezidi. Dilun penn-sizhun e oa tem ar c'hezeg an hini a oa kinniget e Ti ar re gozh Lanneur ha kazi ugent a dud tro-dro da Vireille Arnouat.

Ur reportaj gant Maelys Poublanc, eus Arvorig FM.

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Stourm ar studierien evit ar Palestin er SU hag er Frañs

- Tagadennoù seksel ha seksist : Gérard Depardieu dirak ar justis e miz Here da zont

- Sinadeg da souten an Erer Kozh

...

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio