Lec'hioù a chom en tier-pouponed Babigoù Breizh e Gwened.
Hiziv e oa bodet an dud deus kemeret perzh evit sevel an div vikromagouri-mañ. E pep hani anezhe e vo dek lec'h. Sekouret eo ar gevredigezh get ar strollegezhoù lec'hel èl ar Rannvro hag kêr Gwened deus prenet c'hwec'h lec'h en oll. Kef ar sekourioù sokial, ar c'haf deus postet argant en afer iwez. Erwan Ollivier a zo rener servij an aferioù sokial er c'haf.
Marie-Françoise Keranvrant a zo unan ag an animatourezed bet gobret.
Tost achu eo ar labourioù ha tutaet eo bet an dud a ray àr-dro ar vugale. Digoret e vo an ti ketañ 'benn an tri a viz gouel-mikel.