Keleier ar vro d'al Lun 22 a viz Ebrel 2024
Peizanted a zo o c'hortoz ur skoazell european
Emañ 3000 peizant ha peizantez e Breizh o c'hortoz c'hoazh na vefe roet dezho ur skoazell European, an MAEC (mesures agroenvironnementales et climatiques - Diarbenn labour-douar, en dro hag hin). Servijout a ra ar skoazell-se da sikour ar re a zibab doujañ ouzh an endro hag ar vevliesseurted. Ha prometet e oa bet gant ar Stad na vefe resevet an holl skoazelloù digant ar labourerien-douar araok ar 15 a viz Meurzh. Dleout a rafe 'benn fin ar gont skoazelloù an MAEC bezañ roet araok fin miz Even. Evit sindikad ar C'honfédération Paysanne, n'eo ket reizh e vefe ar beizanted bio pe ar re a glask doujañ deus an endro laosket a gostez. Julien Taleg, mouezh aotreet ar strolald e Penn-ar-Bed, a zispleg deomp hiroc'h.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez Vargas
Kan ar Bobl e Pondi
A-hed an dibenn sizhun e oa en em vodet danvez esparadennoù nevez ar festoù-noz er C'han ar Bobl e Pondi, da geñver ar gourfenn vras. Metig Jakez-Vargas a oa war al lec'h. Goulennet he doa digant Eric Menneteau hag Yann-Ewen L'haridon a oa b'ar juri er rummad « Kan da zañsal » peseurt mod 'veze barnet an dud war 'r renk gante.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez Vargas
Kavit ar reportajoù AZE.
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Ur Skoazell amerikan zo bet votet e Ti dileuridi Stadoù Unanet : 95 miliard dollar evit Ukraina, Stad Israel ha Taiwan.
- Lu Turkia neus roet lañs d'un aloubadeg war zouar e Kurdistan Irak
- Trec'h istorel an tu kleiz dizalc'hour euskarad (EH Bildu) e dilennadegoù rannvro Euskadi
- Manifestadeg evit ar justis sokial, ar c'hengred hag a enep an tu dehou pellañ disul e Sant Brieg
- Labourioù arnevezañ Sportva Konk Kerne
- Disoc'hoù krogadoù an dibenn sizhun e lig 1 & Lig 2 Melldroad ar baotred
Keleier embannet gant Anton Burel