Emañ c'hoazh ar beizanted o c'hortoz skoazelloù an MAEC
Emañ 3000 peizant ha peizantez e Breizh o c'hortoz c'hoazh na vefe roet dezho ur skoazell european, an MAEC (mesures agroenvironnementales et climatiques). Servijout a ra ar skoazell-se da sikour ar re a zibab doujañ ouzh an endro hag ar vevliesseurted. Ha prometet e oa bet gant ar Stad na vefe resevet an holl skoazelloù digant ar labourerien-douar a-raok ar 15 a viz Meurzh. Dleout a rafe 'benn fin ar gont skoazelloù an MAEC bezañ roet a-raok fin miz Even. Evit sindikad ar C'honfédération Paysanne, n'eo ket reizh e vefe ar beizanted bio pe ar re a glask doujañ deus an endro laosket a gostez. Julien Taleg, mouezh aotreet ar strolald e Penn-ar-Bed, a zispleg deomp hiroc'h.
Julien taleg a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Hag evit resevout ar skoazell MAEC a zo dleet dezho emañ ar beizanted o vont da gas ar Stad dirak ar justiz evit rediañ anezhañ da baeañ e dle.