"Pinvidik-mor", ar pezh-c'hoari savet gant liseidi Diwan Karaez!
"Pinvidik mor"! Sed aze titl ar pezh emañ liseidi Diwan o c'hoari 'bar skolioù divyezhek er mare mañ. Savet 'neunt un droiad evit diskouezh d'ar vugale disoc'h o labour krouiñ. Kontañ a ra "Pinvidik mor" planedenn ur youtubeur anvet Brian 'zo kaset en amzer dremenet da vevañ gant morlaerion. Pezh 'zo n'hall ket implijout e bellgomzerezh ken… Digwener 'oa ar strollad c'hoarierien 'ba skol Sant-Per 'ba Plougastell-Daoulaz ha laouen kaer 'oa ar skolidi profitañ eus oberenn liseidi Diwan. Muioc'h a displegadennoù, da gentañ, gant Louane 'oa o tougen ar perzh Brian… Ur reportaj gant Erwan Blanchard.