Dieubit ar free-party! Manifestet zo bet e Brest e-kerzh an dibenn sizhun mañ.
Goulenn paouez gant ar gwask zo lakaet gant ar polis hag ar jusitis war an dud 'ya d'ar free-party! Permpezktez zo eo gant muioc'h evit 12 000 tell-kastiz 'oa bet pinijet an 10 000 teufeur 'oa en em gavet war aerborzh Plugun. Disadorn 'oa disklaeriet ez ofisiel ar vanifestadeg 'neus bodet war dro 200 a dud. Dibunet 'neunt 'neunt dibunet war straedoù Brest gant tri c'harr warno uhelgomzerioù a gase sonerezh tek . Respontet 'neunt d'ur galv broadel e bed ar rave-party kar manifestadegoù 'oa bet aozet 'ba meur a c'hêr 'ba Frañs e-kerzh an dibenn sizhun mañ. E-touez ar vanifesterien 'oa Gwenael 'oa deuet da Vrest expres kaer. Un nebeut displegadennoù gantañ…