àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 18 a viz Ebrel 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 18 a viz Ebrel 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

 

25% eus an tachennoù labour-douar e bio adal 2030…

Setu unan eus palioù eus an emglev european anvet « Pacte vert Européen ». Perzh zo ez eus kudennoù da renkañ evit gallout tizhout kement a voued biologel produet e Frañs. Unan eus ar c'hudennoù brasañ a zo an diouer a vaguzenn, pe nutrimantoù en douar : Azot pe fosfor da skouer. Ur gudenn all a zo an diouer a liammoù etre an atantoù bio da geñver merañ ar maguzennoù. Neuze, penaos kreskiñ an niver a hentennoù bio hep enporzhiañ nutrimantoù eus broioù arall… Un enklask zo bet savet evit kavout diskoulmoù : ar Circul’AB. Evit an enklask eo bet choazet takad Montroulez Kumuniezh. Muioc’h a ditouroù gant Paul Salaün, labourat a ra e servij publik an dour e Montroulez kumuniezh.

Un atersadenn savet get Gael an Du, eus Radio Bro Gwened

 

 

Erru eo ar mare eus ar bloaz evit klask en em dizober eus ar "vespa velutina nigrithorax"... lesanvet Gwesped Azia.

Ur ouenn a wesped aloubus ha n'eo preizhet gant loened all. En em gavet eo Gwesped Azia un tammig muioc'h 'vit 20 vloaz zo 'ba Breizh. Chalus eo en em gavfe muioc'h muiañ anezho peogwir e tebront ur bouchad gwennan ha frouezh. Enora Henry zo o terc'hel ar stal Bretagne Apiculture 'ba Daoulaz ha gwenanerez…

Un atersadenn gant Erwan Blanchard

 

 

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Abaoe an 11 a viz Ebrel e vez troc'het an dour da annezidi kêrbenn bro Kolombia, Bogota

-Divontet eo bet skwat brasañ Frañs dec'h mintin a-raok ar c'hoarioù Olimpel...

-Ne sav ket a-du an FMI gant Ministrerezh Gall an ekonomiezh 'vit pezh a sell eus digresk dleoù publik

- Harz-labour a oa bet e toull-bac'h Brest dec'h gant labourerien.ezed ar yec'hed

- Disemglev a zo er c'huzul rannvro etre an ekologourien ha Chesnais-Girard

- Daleet e vo nijadennoù ar Patrouille de France e miz Gwengolo e Perroz

 

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio