àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 17 a viz Ebrel 2024

Keleier ar vro d'ar Merc'her 17 a viz Ebrel 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard. 

 

Karr-tan Solidaire evit mont ha dont dre Volan!

Lakomp ar gaoz bremañ war un intrudu lec'hel a feson, ar gevredigezh Karr-tan Solidaire e Molan. Ur gumun ledan eo Molan, chouk da Gemperle. Bevañ a ra tud Molan e kêriadennoù bihan strewet war ar maez pe war vord ar mor, pell a-walc'h deus ar vourc'h. Kinnig a ra Karr-tan Solidaire kas ha degas an dud n'o deus karr-tan ebet, aotre bleinañ ebet, pe a zo re gozh evit bleniañ da skouer. Prenet e oa bet ur c'harr-tan gant an ti-kêr e 2021 ha bemdez e vez tud a youl-vat o vleinañ anezhañ evit sikour an dud da vone-done, evit mont d'ar gourmarc'had pe mont da di ar medisin dreist-holl, evel Evelyne Lagadig. Selaouomp anezhi, emañ ouzh mikro Metig Jakez-Vargas.

 

Bodañ oberennoù Fañch Vidamant!

Ganet e oa bet an den e 1948 ha deuet da chom gant e wreg hag e vignoned en ur gêriadenn eus Sant-Servez e kreiz Breizh e 1971. Graet en doa anaoudegezh gant ar vro a-drugarez d’ar barzh Glenmor. Desket en doa livañ drezañ e-hunan. Meur a gant taolenn oa bet livet gantañ betek e varv trumm e 1982. Ur gevredigezh oa bet savet e miz Even 2020 da reiñ an tu d’an dud da zizoleiñ pe da addizoleiñ Fañch Vidamant al « livour-peizant », hervez an anv roet d’ar gevredigezh. War-dro d’e verc’h Elisa Vidament e klask tud ar gevredigezh renabliñ e holl oberennoù. Stlabezet eo ar re-se e pep lec’h er vro ha n’eo ket aezet goût pelec’h emaint holl ! Bolontez he deus ar gevredigezh da sevel ur c’hatalog. Hennezh a vefe evel un ostilh d’an dud a faotfe dezhe lakaat war wel taolennoù diwar barr-livañ paotr kreiz Breizh. An taolennoù-se a vez miret e tier an dud alies. Ha just a-walc’h e fell da dud ar gevredigezh ivez dastum testenioù digant an dud o deus anavezet Fañch Vidamant. Evel Yvonne ha Guy Berthou, eus Kallag, bet oc’h ober skol e Sant-Nigouden ha bet kamaraded vras d’al livour-peizant… Hiroc’h gant Guy Berthou, aterset gant Tomaz Laken.

 

Da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

- Taksiñ muioc'h ar re zo pinvidik betek re 'ba Kanada

- 36, 5 milion a euroioù: ar gopr ramzel a vo paeet da PDG Stellantis evit 2023

- Embannet eo al lezenn da sevel soudarded nevez 'ba Ukrenia

- 1700 poliser har archer ezo bet kaset da enez-Vayott

- Ur gevredigezh zo bet savet evit adkempenn iliz Bringolo

- Clara Burel he neus gounezet he flas e eil tro tournamant tenniz WTA Rouen

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio