àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 16 a viz Ebrel 2024

Keleier ar vro d'ar Meurzh 16 a viz Ebrel 2024

Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine

 

Ha toullet e vo an douar en Henbont, Kervigneg, Nostang ha Langidig ?

Dindan douar ar c’humunioù-se e vefe metaloù ral ! Aour, Litiom, argant pe c’hoazh kouevr. Ar metaloù-se zo interesant-bras evit ar Stad-c’hall rakkar ar gouarnamant a fell dezhañ sevel muioc’h-muiañ a vengleuzioù er vro. Ouzhpenn-se eo pouezus-hardizh ar metaloù-se evit sevel pellgomzerioù pe ostilhoù informatek. Pa vez merzet e vez metaloù ral ba dan an douar e vez douget goulennoù PER (Permis Exclusif de Recherche) gant embregerezhioù zo… Da lâret « goulennoù da gaout un aotre evite o unan da furchal an douar ». Sell aze ar pezh zo c’hoarvezet en Henbont. Displegadennoù gant Tifenn Siret, koñsailherez e kêr an Henbont.

Pennad-kaoz gant Yuna Kojan.

 

Skol an Emsav : daou arload nevez e brezhoneg

N’eo ket gwall vras plas ar brezhoneg en hom foellgomzerioù. Ha koulskoude e c’heller ober gant ar c’hembraeg penn da benn e-barzh pellgomzerioù speredek Apple lakomp. Klasket e vez adtapout an dale memestra ha plantañ brezhoneg ba’r poellgomzerioù a vez peg kalz a dud oute en deiz herie. Ar greizenn-stummañ Skol an Emsav a labour e reter Breizh he deus savet daou arload : « hashtag Brezhoneg c’hoari » hag « hashtag Brezhoneg deskiñ » evit ma c’hellfe o stajidi met ivez tout ar re a zo o teskiñ brezhoneg labourat war ar yezh en ur c’hoari. Displegadennoù gant Alice Koig, kenurzhierez an embann e Skol an emsav. Gallout a ra an nen kavout an arloadoù-se war Android kenkoulz hag IOS.

Pennad-kaoz gant Anton Burel.

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Bec'h etre Izrael hag Iran

- Sikourioù d'an Ukren ha da Izrael da vezañ votet diwarne er SU

- Feulster a-enep Palestinianed e Sisjordania okupet

- Diskrog-labour e Trégueux e gwennerezh ospitalioù Bro Sant-Brieg

- Raktres skolaj nevez : manifestet e vo gant tud Diwan e Perroz-Gireg

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio