àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Lun 15 a viz Imbril 2024

Keleier ar vro d'ar Lun 15 a viz Imbril 2024

Keleier kinniget deoc'h get Yuna Kojan.

 

An dud a stourm evit ar gwir da zañsal !

Goulenn paouez gant ar gwask zo lakaet gant ar polis hag ar jusitis àr an dud 'ya d'ar free-party! Permpezktez zo eo gant muioc'h evit 12 000 tell-kastiz 'oe bet pinijet an 10 000 teufeur… Ar zanserion 'oe en em gavet àr aerborzh Plugun. Disadorn 'oe disklaeriet ez ofisiel ar vanifestadeg 'neus bodet war dro 200 a dud. Dibunet o deus àr straedoù Brest gant tri c'harr a gase sonerezh tekno. Respontet o deus d'ur galv broadel e bed ar rave-party kar manifestadegoù 'oa bet aozet e meur a c'hêr 'ba Frañs e-kerzh an dibenn sizhun mañ. E-touez ar vanifesterien 'oa Gwenael 'oa deuet da Vrest expres kaer. Un nebeut displegadennoù gantañ.

 

Ur reportaj gant Erwan Blanchard…

 

 

« Pinvidik mor » : un oberenn eus liseisi Diwan

 

"Pinvidik mor"! Sed aze titl ar pezh emañ liseidi Diwan o c'hoari er skolioù divyezhek er mare mañ. Savet o deus un droiad evit diskouezh d'ar vugale disoc'h o labour krouiñ. Kontañ a ra "Pinvidik mor" planedenn ur youtubeur anvet Brian 'zo kaset en amzer dremenet da vevañ gant morlaerion. Pezh 'zo n'hall ket implijout e bellgomzerezh ken… Digwener 'oa ar strollad c'hoarierien 'ba skol Sant-Per 'ba Plougastell-Daoulaz ha laouen kaer 'oa ar skolidi profitañ eus oberenn liseidi Diwan. Muioc'h a displegadennoù, da gentañ, gant Louane 'oa o tougen ar perzh Brian…

Ur reportaj gant Erwan Blanchard.

 

Selaouiit an holl reportajoù AZE.

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio