àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 12 a viz Ebrel 2024

Keleier ar vro d'ar Gwener 12 a viz Ebrel 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier gant Anton Burel.

 

Frankiz ar c'hevredigezhioù e Brest

Frankiz ar c’hevredigezhioù zo lakaet diaes e Brest. 4 anezho a zo o paouez embann ul lizher digor da zisplegañ evit en em zifenn, da lavaret eo Ekoumène, Radio U, Kanal Ti Zefs ha PL Gurein. Warlene e oa bet nac’haet gant is-prefeti Brest e vefe roet ur yalc’had dezho. Etre 2000 ha 2500 euro a oa da gaout gant ar c’hef da ziorren ar vuhez kevredigezhel. Evit lod anezho e tispleg ar prefeti o deus bet ar yalc’had se gaozen n'o deus ket doujet ouzh ar gevrad republikan eo ret d’an holl gevredigezhioù sinañ… Met n’eo ket skrivet du war wenn c’hoazh… A-dreñv d’an istor e vefe rebechet souten ar 4 gevredigezh bezañ bet liammet poent pe boent gant sal an Avenir, ur skwat sevenadurel a oa dismantret warlene. Perak embann ul lizher digor ? Selaouomp Kristen Falc’hun zo ezel eus Kanal Ti Zefs… 

 

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

 

Ur skolaj Diwan e Perroz-Gireg ?

Dilaosket eo ar raktres skolaj Diwan e savadur ar Genkiz e Perroz-Gireg ! Setu bepred ar pezh a c’haller lenn eizhtez zo e kazetennoù ar vro. Erven Leon, maer ar barrez ha besprezidant Lannuon-Treger-Kumuniezh, en deus lavaret ne c’hallfe ket ar gumuniezh tolpad-kêrioù skoazell da brenañ ha da adkempenn al lec’h… Tud an departamant o devoa roet da c’houzout warlene ne faote ket dezho bezañ perzh er raktres ivez. Met n’emañ ket e soñj Kenstroll « Ar Genkiz » da lezel an ti-se a-gostez avat ! A-benn bremañ eo bet embannet ganto e vefe aozet un tamm manifestadeg hag ur c’houlzad rozellat arc’hant war an internet. Hag e kreisteiz Bro-Dreger ivez eo bet dipitet tud Diwan gant disklêriadurioù Erven Leon. Gouez dezhe ne c’hallo ket skolaj Plijidi degemer da virviken holl grennarded Diwan an departamant… Ha mallusoc’h c’hoazh eo stad dirapar an ti-skol eno… Bet eo Tomaz Laken o c’houlenn petra oa o santimant digant Laurent Gall ha Kristof Markier eus kuzul skoazell skolaj Plijidi.

 

Ur pennad-kaoz gant Tomaz Laken


Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Lu Iran war-nes bombeziñ stad Israel ?

- Keloù deus ar Brezel etre Ukraina ha Kevredad Russia

- Manifestadeg enepfaskour e Gwened ha Sant Brieg da vare donedigezh Marion Marechal-Le Pen gant Yuna Kojan

- Krogadoù Melldroad an dibenn-sizhun

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

 

Keleier embannet gant Anton Burel

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio