àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 11 a viz Ebrel 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 11 a viz Ebrel 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

 

Pradañ ha dibradañ 'ra ar c'hirri-nij 'ba Plugun c'hoazh!

Dek devezh zo o doa riboulerien ha riboulerezed ar Rave Party ac'hubet leurennoù pradañ aerborzh Kemper evit aozañ ur mell gouel e-pad tri devezh, hep tamm aotre ebet. N'eus ket kalz nijadennoù ken o tibradañ eus an aerborzh-se abaoe ma oa bet serret al linenn Kemper-Orly warlene hag abaoe m'eo digresket skoazelloù ar Rannvro a baee mont-en-dro al lec'h. Met n'eo ket dilezet an aeborzh penn da benn kennebeut. Nijadennoù buisness a zo, tost unan bemdez. 1200 a dud a zo raktreset ar bloaz-mañ war an nijadennoù-se, da lâret eo etre 3 ha 4 den bemdez. Klub nijal Kemper a implij ar pistennoù ivez. Pemp karr-nij a zo gante, a vez feurmet gant o izili evit mont da nijal. Kentelioù nijal a ginnigont d'an dud ivez. Marin Lhopiteau a zo ezel eus ar c'hub-nijal. Selaouomp anezhañ.

Emañ gant Metig Jakez-Vargas.

 

Lid Kolier an erminig a vo aozet e Argantred-ar Genkiz 

Roet bep bloaz kolier an erminig da bevar den neun stourmet o vuhez ‘pad hor bro, hor yezh hag hor sevenadur abaoe naontek kant daouzek ha tri ugent pa oa bet roet da Reun Pleven koulskoude eo bet savet diwar urzh an Erminig krouet e trizek kant unan ha pevar ugent gant Dug Breizh Yann ar bevare. Bep bloaz e vez cheñchet departamant, e Dinan e oa warlene hag ar bloaz-mañ e vo dalc’het al lid en Il Ha Gwilen, en Argantred ar Genkiz d'ar 5 a viz Here. Gant skolaj an erminidi eo bet dibabet aozañ lid kolier an Erminig e Argantred ar Genkiz ... anavezet eo ar barroz a vro Gwitreg evit lakaat war wel ar brezhoneg hag ar Gallaoueg en e barroz ha labour an dilennidi evit diorren sevenedur Breizh eno. Lena Louarn Kañselerez Urzh an erminig ha Sten Charbonneau a lusko an abadenn. Displegadennoù gant Lena Louarn Kañselerez Urzh an Erminig.

Kaset eo ar pennad-kaoz gant Anton Burel

Gallout a rit selaou ar pennadoù amañ

 

Hag ouzhpenn er c'heleier:

- Votet eo Pakt degemer ar repuidi 'ba Unvaniezh Europa

- Er maez lezenn eo diforc'hañ en Arizona!

- Aerborzh Kernitron-al-Lann : korbellet eo Vinci gant al lez-varn galv 

-Mut e chomo harperien Kop Ruz e Gwengamp beket fin ar bloavezh melldroad!

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio