àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

FDSEA ha Benoit Hamon asambles 'ba Plouzeniel

FDSEA ha Benoit Hamon asambles 'ba Plouzeniel

Benoit Hamon, ministr an ekonomiezh sokial ha kengred, 'zo deuet da digor Foar al labour 'ba Plouzeniel, disadorn paseet. Peizanted eus ar vro 'oa deuet da wel 'nañ 'vit komz diwar-benn ar priz re izel 'zo prenet o marc'hadourezh. Ar sizhun dremenet 'oa kaset oberennoù gant ar saverien moc'h un tamm 'ba pep lec'h 'ba Breizh 'blam d'ar prizioù mui ar fed 'zo kaset kig eus ar broioù estren ha n'eo ket kontrolet kement hag o re. Kavet 'noant kig eus Bro-Spagn hep etiketenn ebet 'vit disklaeriañ eus pelec'h e teu na mann ebet. 'Ba Plouzeniel 'oa Emile Riou, pdt rann ar broduerien moc'h 'ba FDSEA Penn-ar-bed. Laret 'neus da Herve ar Beg eus Arvorig FM ar mod 'oa tremenet an emgav 'neunt bet gant ar ministr breton.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio