Gober àr-dro ar ganol a Naned da Vrest
Digwener oa bodet ar gomision « kempenn » pe aménagement ag ar Rannvro e Pondi.
An digarez evit an dilennidi da eskemm àr meur a raktres braz doc'h ma sell an hentoù. Pe vehe an hentoù houarn pe an hentoù dour èl ar ganol a Naned da Vrest. Honnezh a zo lakaet edan barregezh ar rannvro a-c'houde 2010. 300 a skluzioù, 430 a gilometradoù kanol ha 1000 a hektaroù spasoù glas get gwez zo d'ober àr-o-zro, en oll. Ur labour pounner mes talvoudus ha splaetabl evit diorren an touristelezh er vro. Liammoù-kreñv zo bet krouet neuze etre ar servijoù dishenval a ra àr-dro an hentoù dour, èl ma neus lâret Gérard Lahellec, é-karg ag an transportoù er rannvro ha perzh er gomision, da Yaelle ar Mouel.