Aloubet eo Breizh gant ar moc'h-gouez!
C’hoari zo lakaet gant ar moc’h-gouez ‘ba Breizh! Kalz muioc’h anezho zo abaoe dek vloaz. Diaesterioù e tegas ar moc’h-gouez d’an dud zo o chom war ar maez. Dañjerus kaer e c’hall bout dreistholl pa yeont ha pa deuont war an hentoù. Met, ar beizanted eo ar re ‘neunt ar muiañ a vizer ganto. Dav eo dezho gouzañv an distruj zo graet ganto ‘bar parkeier ha ‘ban trevadoù. E kreiz ar sizhun mañ e oa aozet un daol-grenn ‘ba Brenniliz gant ar C’honf, « Confédération paysanne », evit lakaat ar gaoz war ur gudenn zo brasoc’h brasañ. Displegadennoù gant Julien Talec zo mouezh aotre ar sindikad peizanted. Emañ gant Erwan Blanchard.