Keleier ar vro dar Meurzh 2 a viz Ebrel
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.
Manifestadeg e Lannuon evit souten pobl Palestina
Ur pikol bered eo deuet da vezañ bandenn Gaza diwar c’hwec’h mizvezh a vrezel gant Izrael. Ouzhpenn 32 000 a dud zo bet lazhet eno. Hag emañ e sell bepred Benyamin Netanyahou da lakaat e grabanoù war Rafah, lec’h ma chom enket ur milion hanter a Balestinianed. En Europa eo ral ar stadoù ac’h a kentoc’h a-du gant ar Balestinianed. E-mesk ar re-se emañ Stad-spagn pe c’hoazh Iwerzhon. Evit a sell ar Stad-c’hall zo un digempouez etre ar c’homzoù hag an oberoù… E-lec’h all er bed e vez kavet broioù taeroc’h e-keñver Izrael, evel Kolombia da skouer. Ar vro-se a oa bet kaoz diwar he fenn disadorn e Lannuon, da goulz bodadeg sizhuniek an AFPS, ar Gevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell…
Ur reportaj gant Tomaz Laken
Kan ar Bobl e Kreiz Breizh
Ouzhpenn 300 a skolidi o doa bet an digarez da bignat war al leurenn da ganañ kanaouennoù kozh ha nevez. Abaoe warlene e vez aozet an traoù d’ar Gwener goude kreisteiz, war an amzer-skol, da reiñ an tu d’an holl vugale da gemer perzh. 15 skol oa war ar renk ar bloaz-mañ.
Ur reportaj gant Tomaz Laken
Da selaou ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Taget eo bet kannati Iran e Damas e Siria gant Israel dec'h
- Aet eo ar maout gant Ekrem Imamoglu en dilennadegoù ti-kêr e Istamboul disul
- Barnet e vo hiziv daou stourmer ha stourmerez euskarat evit ar peoc'h a oa bet harzet o tistruj armoù ar strollad ETA
- Harz-labour a vo graet hiziv gant ar gelennerien.ezed
- 10 000 a dud o doa kemeret perzh en ur Rave Party war aerborzh Kemper e-pad an dibenn sizhun
- Ur sell war disoc'hoù ar sportoù e-pad an dibenn sizhun
Kavit an holl reportajoù AZE