àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Lannuon : ur 100 bennaket a dud o c'houlenn kastizoù a-enep Izrael

Lannuon : ur 100 bennaket a dud o c'houlenn kastizoù a-enep Izrael

Ur pikol bered eo deuet da vezañ bandenn Gaza diwar c’hwec’h mizvezh a vrezel gant Izrael. Ouzhpenn daou vil ha tregont a dud zo bet lazhet eno. Kenderc’hel a ra ar sikourioù etrebroadel da vezañ stanket. Hag emañ e sell bepred Benyamin Netanyahou, penn gouarnamant Izrael, da lakaat e grabanoù war Rafah, ar gêr e kreisteiz ar strizhenn e-lec’h ma chom enket ur milion hanter a Balestinianed. Ur mennad da c’houlenn « un harz-tennañ diouzhtu » oa bet votet dilun penn-sizhun gant Kuzul Surentez an ONU. Met hennezh n’en deus bet efed ebet war an dachenn.

En Europa eo ral ar stadoù ac’h a kentoc’h a-du gant ar Balestinianed. E-mesk ar re-se emañ Stad-spagn pe c’hoazh Iwerzhon. Homañ diwezhañ he doa galvet d’un harz-tennañ kerkent hag an 18 a viz Here. Evit a sell ar Stad-c’hall zo un digempouez etre ar c’homzoù hag an oberoù… E-lec’h all er bed e vez kavet broioù taeroc’h e-keñver Izrael, evel Kolombia da skouer. Ar vro-se a oa bet kaoz diwar he fenn disadorn e Lannuon, da goulz bodadeg sizhuniek an AFPS, ar Gevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell…

 

Pennadoù-kaoz gant mistri-skol, Nolwenn ha Yann-Reun, ha Klaod an Intañv, besprezidant AFPS Bro-Dreger.

 

Ur reportaj gant Tomaz Laken.

 

Bep sadorn adalek 11e eo galvet Tregeriz d’en em voda war parklec’h Aiguillon en Lannuon da souten pobl Palestina...

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio