àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ouzhpenn 300 a skolidi e Kan ar Bobl Treger-Kerne-Uhel !

Ouzhpenn 300 a skolidi e Kan ar Bobl Treger-Kerne-Uhel !

Kan ar Bobl oa bet e Rostrenn digwener 29 a viz Meurzh.

Toste da 330 a skolidi o doa bet an digarez da bignat war al leurenn da ganañ kanaouennoù kozh ha nevez. Abaoe arlene e vez aozet an traoù d’ar gwener goude kreisteiz, war an amzer-skol, da reiñ an tu d’an holl vugale da gemer perzh. 15 skol oa war ar renk ar bloaz-mañ, eus an teir filierenn : katolik, publik ha Diwan. Bugale skol bublik Bulad-Pistien o doa kanet lakomp… Pennadoù-kaoz gant Gwenael Breton, skolaerez e Bulad-Pistien ha Tesa hag Eliaz, eus skol Diwan Karaez.

 

 

Evit ar c’helc’hiad 1 oa aet ar maout gant skol-vamm bublik Kallag. Gant skol bublik Rostrenn e oa aet evit ar c’helc’hiad 2. Er c’helc’hiad 3 zo bet rampo etre skol bublik Rostrenn ha skol bublik Mur. Er rummad « skol a-bezh » eo gant skol Itron-Varia Rostrenn an hini oa aet an trec’h.

 

Disadorn e oa Kan ar Bobl e-kostez Roazhon ivez. A-benn disul e vo e Menez Are. Ha hennezh a vo an emgav diwezhañ a-raok an abadenn vras e Pondi d’an 20 hag 21 a viz Ebrel. Deus se e vo komzet deoc’h c’hoazh a-benn nebeut e Keleier ar Vro !

 

Ur reportaj gant Tomaz Laken

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio