Ar festival "Tost d'an amzer vrav" e Banaleg
Ar festival « Tost d'an amzer vrav » a vez dalc'het a-hed ar sizhun-mañ e Banaleg. Fellout a ran d'an aozerien, ti-kêr Banaleg, lakaat war wel arzourien ar vro koulz hag ar re a zeu eus a bell vro, ha hejañ ar gumun goude ar goañv. Odile Le Cann, eilmaerez e Banaleg, a lavar hiroc'h deomp war spered ar gouel-se, a oa bet lañset warlene evit ar wech kentañ.
Odile Le Cam a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. 'benn fenoz da 6e ha 'benn warc'hoazh da 11e ha 3e30 goude meren e vo sonadegoù digoust e mediaoueg Banaleg, an Tangram. Ha 3€ e vo ar mont-tre disul evit sonadeg an « Trio la plaine » er sal Jean Moulin.