àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar "slip-tommañ", un doare dishiliañ efedus evit ar baotred !

Ar "slip-tommañ", un doare dishiliañ efedus evit ar baotred !

Tammig-ha-tammig ec’h a war-raok an enep-hiliañ evit ar baotred...

E pep lec’h er bed eo war chouk ar merc’hed an hini emañ ar garg en em ziwall ouzh ar riskl bezañ dougerez. Goustadik-hardizh ec’h a ar furcherezh war an dishiliañ evit ar wazed. E-mesk an teknikoù a c’hall bezañ graet gante emañ ar « slip-tommañ ». Ken abred ha fin ar bloavezhioù 1980 koulskoude e oa bet studiet er Frañs efedoù ar wrez war c’heneliezh ar spergelligoù. E-touesk ar re o doa studiet an dra-se e oa an androlog Roger Mieusset a oa o labourat e servij medesinerezh ha biologiezh ar strujañ en ospital Tolosa. Diwar-se e oa bet savet ur protokol da implijout un doare bragoù-bihan ispisial. Ur « slip » graet espres-kaer da adsevel ar c’helloù uheloc’h e pleg an divorzhed a-benn uhelaat gwrez ar sper eus daou zerez ha diskar ar frouezhusted evel-se.

 

Daoust d’an teknik-se bezañ simpl, efedus ha tro-distro...evit bremañ n’eo ket bet kadarnaet gant aotrouniezhioù ar yec’hed. Met muioc’h-mui a baotred a ra gantañ koulskoude diwar ur stumm artizanel a-walc’h a-wechoù…

 

Bet oa Tomaz Laken o komz gant un tregeriad a oa bet betek Tolosa d’ober anaoudegezh gant an doktor Mieusset hag e « slip-tommañ »… Kaou oa krog d’en em interesiñ d’an enep-hiliañ dre ar wrez goude ‘noa bet e gamaradez d’ar c’houlz-se da añduriñ poanioù bras abalamour d’an dishiliañ.

 

En Breizh ec’h a war gresk tamm ha tamm an niver a lec’hioù ma vez kavet titouroù war an dishiliañ evit ar baotred. Ar strollad Thomas Bouloù en deus ur burev-pad er Valum e Kemper ur wech ar miz. Emgavioù a vez gant ar gevredigezh ARDECOM bep miz e Pol Yec’hed kêr Vrest ivez. Kuzuliadennoù war an dishiliañ evit ar merc’hed hag ar baotred oa bet lañset en ospitalioù Landerne ha Brest arlene… Hag e peurrest ar vro e c’haller kavout titouroù e Lannuon, en Oriant pe c’hoazh e Roazhon ha Naoned da skouer...

 

Ur pennad-kaoz gant Tomaz Laken

 

(tresadenn - Thomas Bouloù)

 

 

 

 

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio