àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Hanna Arendt

Hanna Arendt

HANNAH ARENDT Ur film sevenet gant : Margarethe von Trotta (2012) Gant : Barbara Sukowa, Axel Milberg, Janet Mcteer, Julia Jeutsch, Ulrich Noethen. N'eo ket bemdez e vez roet da weled filmoù hag a gomz a filozofiezh, a brederouriezh. Liez pand aomp d'ar sinema e vez evid an diverrañs, evid aveliñ hon pennoù. Gant ar film-mañ e vez roet dimp da brederiañ un herrad diwar-benn ar pezh he doa lakaet Hannah Arendt da goll he mignoned, goude ma he doa skrivet ar pezh a soñje-hi er journal The New-Yorker a-zivoud prosez Adolf Eichmann er bloaz 1961. Mez piw e oa Hannah Arendt ? Moian zo goulenn "piw eo" e gwirionez, rag chomet eo bew he soñjezonoù beteg hiziw c'hoazh, daoust dezhi boud marw a-c'houde 1975. Ur Yudevez ag an Alamagn e oa-hi. Kuitaet he doa he bro er bloaz 1933, p'he doa santet e oa an traoù é troiñ da fall e bro Goethe, Bach, Schiller ha kement a speredoù uhel a zo. Daet e oa da chom un nebeud bloazioù e Pariz, kent moned da Lisbonn ha kent moned da vevañ e New-York a-benn ar fin. Daet e oa da voud unan a vrasañ filozofourion an XXved kantvlead. Tra ma oa studierez en Alamagn c'hoazh he doa heuliet kentelioù ar filozofour brudet Martin Heidegger, ha daet e oa da voud e vestrez zokén. Rebechet e oa bet ar momant-se dezhi, a-gaoz man doa troet Heidegger douzh tu an Nazied un nebeud bloazioù goude, daoust d'an dra-se boud amsklaer ha debatet hiziw-an-deiz c'hoazh. He buhez pad he doa en em c'houlennet Hannah Arendt petra oa natur an Droug. Evel Yudevez hag Alamantez war-un-dro he doa prederiet war ar sujed-se hag a oa, d'he soñj, ur merk ag an totalitarizmoù niveruz he c'hantved. Pa oa daet dezhi da ouied e oa bet kidnapet Adolf Eichmann gant ar Mosad izraelian, he doa goulennet heuliañ prosez ar bourew nazi evid an New-Yorker. Hag ar pezh he doa komprenet eno, e Jeruzalem, goude boud sellet spiz douzh emzalc'h Eichmann en e gaouedell-wer ha chelaouet aketuz douzh e respontoù da atersoù e varnerion a oa kement-mañ : Ur bern multroù a oa bet graet dre respontegezh Eichmann durant ar brezel, pa oa-eñv e penn treuzdougen ar re deportet da gampoù ar Marw. Mez n'en em sante ket kabluz hennezh tamm ebed : sentet en doa douzh urzhioù pennoù braz an Nazied, setu toud ! Evid Hannah Arendt e oa aze skwer an denion a zilez o dînded a zenion pa rac'hwizont soñjal o-hunan-penn. Eviti n'eo ket ar ouiañs pe ar skiant a zo perzh mad an denelezh, mez gouested an den e-hunan d'ober an diforc'h etre ar pezh a zo mad hag ar pezh a zo fall, an diforc'h etre ar Mad hag an Droug. Eichmann, evid-se, a rac'hwiz boud un den pa ne faote ket dezhañ, e mod ebed, klask selled e-menn e oa ar Mad hag e-menn e oa an Droug. Un dra hebkén a gonte evitañ : sentiñ d'an urzhioù, sentiñ d'ar mestr, hag aze e oa e enor a zen ! Mez evid Hannah Arendt e oa a-gaoz d'ar sentidigezh dall-se en em lakae Eichmann er-maez a gumuniezh an denion just a-walc'h. En e levr Eichmann à Jerusalem he doa espleget petra oa eviti "boutinded an droug", la banalité du mal. Mez un dra arall he doa dizoloet ha komprenet Hannah Arendt e Jeruzalem e-pad ar prosez-se ive. Kabluz e oa an Nazied sur a-walc'h. Mez lod ag ar Yudevion (er c'huzulioù yudew, ar judenrate, a oa bet savet er gethoioù gant an Nazied e-pad ar brezel) n'o doa ket talet douzh an Alamanted evel ma vehe bet daw dezhe henn ober. Ha setu aze ar pezh en doa lakaet kumuniezh ar Yudevion ebebti. Kredet he doa Hannah Arendt touchañ en un tabou. Hag evel ma ouiomp, n'heller ket touchañ en un tabou heb boud gwallgaset en ur mod benneg goude-se. Rag ar pezh hag a oa gwir evid Eichmann a rac'hwize e respontegezh a-benn ar fin, an dra-se a oa gwir evid ar Yudevion ive. Rag gant an oll e vez goulennet choaz gant emskiant lemm etre an Droug hag ar Mad. Ar perzh a c'houlenn sakrifisoù, aberzhioù, ha kriz meur a wezh, beteg sakrifis ar vuhez. Setu un nebeud levroù bet skrivet gant Hannah Arendt hag embannet e galleg : Les origines du totalitarisme (1951), Condition de l'homme moderne (1958), La crise de la culture (1961). Setu aze peadra d'en em soñjal er bed-mañ a durmud. Mez plijadur deoc'h memestra er salioù teñwel. JCLR.20130516.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio