àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Quartet

Quartet

QUARTET Ur film sevenet gant : Dustin Hoffman (2012) Gant : Maggie Smith, Tom Courtenay, Billy Connoly. Pa vez an dud é voned da goshaad muioc'h-mui, setu ur film a zegaso frealzidigezh en tiegezhioù. Hiziw an deiz e komzer kalz ag an tier-retred. Gwir eo e vew an dud koshoc'h-kozh, ha liez ne vezont ket mui evid chomel o-hunan en o zier. Setu perag eh eus bet savet tier-retred. Mez tier-retred ha tier-retred zo ha n'int ket evel ar re arall. Tier-retred zo evid tud ar bobl, an dud ordinel. Ne lâran ket emaint marc'had-mad. Ha tier-retred zo evid tud n'o deus ket problemoù argant, evel amañ er film. En un ti-retred e tremen ar film neuze, un ti-retred evid muzisianed arruet kozh, muzisianed ha kanourion ha kanourezed. Evite evel evid ar re arall n'he deus ket ar gozhoni kalz a druez, ha daw eo da beb unan ober gant e zrougoù, e vizeroù ha diaezamantoù ar pemdez a za d'an den gant an oad. Ul livadur karakterioù eo ar film, hag a ziskouez techoù ha sïoù peb unan, pa ne chom ket kalz a dra ag o brud pe ag o gloar tremenet. Diaez e vez d'an den añdur n'hell ket mui ober evel a-gent, pa oui e oa waet da voud ur mailh war e dachenn un amzer zo bet, pa oa e bar e vuhez c'hoazh, evel violonour pe evel kanourez-opera. A, pa ouiehe ar yaouankizoù, ha pa c'hellehe ar re gozh ! Siwazh, ne chom nemed damorantoù, restajoù, soñjoù re liez. Diskoueziñ a ra ar film ne vez ket tapet furnez gant an oll, daoust d'an oad. Evid tapoud furnez e vehe daw da dud zo kaoud buhezioù hanter-hirroc'h marse, ha c'hoazh& Ar pezh a laka o buhez da voud diaez da lod zo goulioù hag a zo chomet dibare o buhez-pad. Mez n'eo ket diremed an afer, war a seblant. Marse n'eo ket re ziwezhad evid ma vo aesaet dezhe da fin o amzer& Ur wezh e oa bet lâret kement-mañ din gant un Alamant kozh, ouzhpenn deg vloaz ha pewar-ugent dezhañ : "Moned a ra kuit peb tra, nemed ar garantez an-hunan !" Tout s'en va, sauf l'amour-propre ! D'an nebeutañ, setu ur film a-wael hag a ziskouez dimp "n'eo ket ar gozhoni evid ar flakennoù, evid an drueged", la vieillesse n'est pas pour les mauviettes. Aze eh eus bugon ha nerzh ha fent evel ma oui an Anglezed kaoud ha diskoueziñ. Ur momant bourrabl da dremen er salioù teñwel. Evid achu eh an da gontiñ deoc'h bremañ oadoù ar vuhez, pandeogwir eh omp ganti : Da zaou vloaz e kav braw an denig chom heb friged dindan e gorf. Da dri bloaz e kav braw an denig kaoud dent. Da zaouzeg vloaz e kav braw an c'hrennard kaoud mignoned. Da driwec'h vloaz e kav braw ar c'hrennard kaoud e aotre-vleniañ. Da ugent vloaz e kav braw an den ober al lez. Da dregont vloaz e kav braw an den kaoud argant. Da hanter-c'hant vloaz e kav braw an den kaoud argant c'hoazh. Da dri-ugent vloaz e kav braw an den ober al lez c'hoazh. Da zeg vloaz ha tri-ugent e kav braw an den kaoud e aotre-vleniañ c'hoazh. Da bemzeg vloaz ha tri-ugent e kav braw an den kaoud mignoned c'hoazh. Da bewar-ugent vloaz e kav braw an den kaoud dent c'hoazh. Da bemp ploaz ha pewar-ugent e kav braw an den kozh chom heb friged dindan e gorf c'hoazh. Arsa, ha me é tostaad douzh an achumant, mil mallezh ! Ale, joa dimp ataw memestra, ha beteg ar c'hentañ tro. JCLR.20130508.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio