Keleier ar vro d’ar Merc’her 20 a viz Meurzh 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ get Yuna Kojan
« Ema ret kreskiñ goproù kargidi ar servijeù publik! »
Dec’h oe aozet un dewezh harzh labour ha manifestadegoù e Bro C’hall diàr galv un emglev a eizh sindikad. Hrevez kont e chomay skornet ar gopreù er servijoù publik ar blez mañ, hervezh perh neus disklaeriet Stanislas Guerini zo ministr ar servijoù publik. Mann ebet souezhus pand eo bet embannet ‘vo digresket budjed Stad Bro-C’hall a zeg miliard a euroioù. Pezh ‘zo deucteut bet kresket ar goproù ag unan pik pemp e miz Gouere 2023. Padal oe c’hwezhet ar prizioù a bemp dre gant.
En holl oe 6,4 % a c’hopridi ar servij publik ha 8,8 % a gelennerion o deus kemer perh er luskad-mañ. En o zo zouez Anton Fitamant zo kelenner math anezhoñ.
Ur repotaj get Erwan Blanchard.
Ar Valeadenn Veur e Kreiz Breizh !
Ar suhun-mañ emañ ar Valeadenn Veur etrezek Pariz 2024 o treuziñ kreisteiz kreiz Breizh. Honnezh zo un darvoud dreistordinal a-live ar Frañs. Aozet eo gant Kevredigezh c’hall ar baleadennoù war-droad àr digarez ar C’hoarioù Olimpel ha Paralimpel a vo e Pariz en hañv. Klub Korriganed Bro Gwareg zo stag doc’h ar Federasion. Ober a ra e lod neuzen da lakaat àr droad an tri devezhiad-bale lañset e komañsamant ar suhun. Met digor eo ar jeu d’an holl en tu-hont d’ar re a zo enskrivet àr roll ar C’hevredad. E-giz-se e vo gwelet war gwenodennoù ar vro ivez baleerion ha baleerezed a sekteur Rostrenn, Sant-Nikolaz pe Gwerledan sur a-walc’h. Tost da hantre kant a Gorriganed zo é kemer perzh e hini pe hini ag an etapoù pe hanter-etapoù. En o-mesk, Jean-Claude Simon, a vo o kerzhal a-benn àrc’hoah etre Tregnanton ha lenn Gwerledan. Komzet en deus ag e droioù-bale da Domaz Laken.
Selaouiit an holl reportajoù AZE.
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Un distro skol hep merc’hed e Bro Afghanistan
- Re domm ‘oe ar blez 2023
- Ur lezenn evit an dud kozh zo bet votet e breujoù Bro C’hall
- Luskad ar glañvdiourion ha klañvdiourezed frank e Breizh
- Start eo ar jeu evit ospital Montroulez ha Pondi