Keleier ar vro d'ar Meurzh 19 a viz Meurzh 2024
Keleier lâret ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine
Nozvezh kenskoazell Breizh-Kuba
300 a dud a oa bodet disadorn e Pledran e-kichen Sant-Brieg gant un nozvezh aozet gant ar gevredigezh Cuba Coopération Armor. Pal an nozvezh-se a oa rastellat arc’hant da souten Kuba met ivez lakaat an dud da anavezout gwelloc'h stad ar vro hag he diaezamantoù. Sikour a ra ar gevredigezh Cuba Coopération war a-bep seurt tachennoù : an dour, al lastez, ar yec’hed pe an agroboued. Gant he c'heveleriene-‘giz ospital If ar Foll Sant Brieg e vez kaset ingal gweleoù mezegel. Un uzin agroboued zo bet savet ivez e Kuba a-drugarez d’ar MODEF 22 ha d'ar c'hoperativ Triskalia. Ar raktres diwezhañ eo kas ur c’harr-samm skornañ a zo bet profet gant an embregerezh Altacama da Cienfuegos, e Kuba. Pevar endalc’her a zanvez a vez kaset di bep bloaz. Da arc’hantiñ an treuzdougen e oa bet aozet an nozvezh dañsal hag ar pred kuban. Ar strollad kuban Bacano a oa aze da lakaat an dud da zañsal. Selaouomp Michel Magoarioù, prezidant Cuba Coopération Armor ha Kuba Coopération Breizh.
Pennad-kaoz gant Anton Burel.
Ur frekañs FM nevez gant Radio Kreiz Breizh e Bro-Bempoull !
En em zifretañ a ra ar radioioù kevredigezhel vrezhonek evit brasaat o zakad skignañ. Abaoe un nebeud bloavezhioù o deus kroget e-barzh chanter an DAB+, un deknologiezh nevez a vez anvet ivez RNT, Radio Niverel Douarel. Met war un dro e vez klasket pakañ e pep lec’h ha gonit frekañsoù FM ouzhpenn. E miz Genver 2022 e oa aet RKB war ar renk da gaout ur frekañs nevez e kêrbenn Bro-Oueloù. A-benn ar fin e oa bet asantet ar goulenn gant an ARCOM, an eks-CSA. Goude ur pezh labour e oa bet roet an tu da RKB da skignañ he frogrammoù war ar 107.5 adalek ur skingaser e Plaeraneg, e-kichen Pempoull. Displegadennoù gant Maelle Ausias, kazetennerez en ti, ha Gweltaz Heno, teknikour eno abaoe un nebeud mizioù.
Abaoe komañsamant ar miz e vez klevet RKB war ar 107.5 e Bro-Bempoull ha war digarez lañsañ an traoù war an ton bras e vo skipailh ar radio war-eeun eus marc’had Pempoull dimeurzh 19 a viz Meurzh etre 10e30 ha 12e30 gant abadennoù e brezhoneg hag e galleg.
Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :
- Brasañ ospital bandenn Gaza taget en-dro gant arme Izrael
- Arsellva gall an tagadennoù a-enep ar frankiz kazetenniñ (Ofalp) kinniget e Pariz
- Ar gargidi hag ar c'hlañvdiourezed liberal o vanifestiñ herie er Frañs hag Breizh
- 350 ajanted eus Bro-Gemper bodet da c'houlenn ur prim brasoc'h
Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.