Daou ostilh nevez evit gwelusted ar merc'hed war al leurennoù
Daou ostilh zo bet nevez lañset ar sizhun-mañ d’ober ma vo gwelet muioc’h a vaouezed war leurennoù ar vro. Rak tost d’un drederenn eus al leurennoù festoù-noz a oa bet paotred hepken warne e 2022 lakomp.
Met ur renabl a vez kavet bremañ war lec’hienn ar gevredigezh Tamm Kreiz dediet d’ar c’hlask strolladoù ha koubladoù mesket pe gant merc’hed hepken. A-hend-all zo bet digoret ur roll sonerezed gant Kevredad tud ar sonerezhioù ha dañsoù hengounel e Frañs, an FAMDT. Ennañ e vez kavet war-bouez ur c’hlik muzisianezed, kanerezed a-vicher pe get, ha tud a ra parti eus ur vinorelezh jener pelloc’h. Ar roll-se a vez kavet war « Modal », webmedia an FAMDT. Miz zo en doa ar c’haner Krismenn embannet ne gemerfe ket perzh ken ba festoù-noz paotred hepken enne. Heuliet eo bet e c’halv gant ar strolladoù Fleuves ha N’Diaz. Ha gant ar c’haner deus Naoned, Sylvain Girault. Goulennet meump he soñj gant Enora De Parscau, kanerez ba meur a strollad sonerezh, he doa lakaet buan hec’h anv war renabl digor an FAMDT.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken