àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur prezidant nevez evit Kuzul Sevenadurel Breizh

Ur prezidant nevez evit Kuzul Sevenadurel Breizh

Daoust hag-eñ eo echu an enkadenn a oa krog er C’huzul sevenadurel un nebeud mizioù zo ? Rozenn Milin a oa bet dilennet bloaz zo e penn ar C’huzul he doa roet he dilez. Un 70 bennaket a gevredigezhioù zo bodet er C’huzul sevenadurel. Labourat a ra ar re-se war dachenn ar yezh, ar sevenadur pe ar glad. Trivet kambr ar Rannvro eo. Reiñ a ra alioù diwar-benn politikerezh yezh ha politikerezh sevenadurel ar C’huzul-Rannvro. Disadorn e oa dalc’h ar C’huzul sevenadurel en Ostel Courcy e Roazhon. Ronan Coignard an hini eo a vo ar prezidant diwar-vremañ. Maer Konkored eo met ivez bez prezidant tolpad kêrioù Ploermael, prezidant Patrimoines de Bretagne ha prezidant Destination Bretagne. Ar burev nevez zo bet dilennet ivez. E-mesk an dud dilennet e penn ar bodadoù emañ Yves Marie Derbré-Salaün a zo bet lakaet da brezidant bodad ar brezhoneg hag ar gallaoueg. A-raok selaou anezhañ, selaouomp Tudi Kernalegenn, bet dilennet e-giz bezprezidant ar gomision « pevar » gouestlet d’ar gwirioù sevenadurel ha yezhel.

 

Pennad-kaoz gant Anton Burel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio