àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 11 a viz Meurzh 2024

Keleier ar vro d'al Lun 11 a viz Meurzh 2024

Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine

 

 

Ur prezidant nevez evit Kuzul Sevenadurel Breizh

Daoust hag-eñ eo echu an enkadenn a oa krog er C’huzul sevenadurel un nebeud mizioù zo ? Rozenn Milin a oa bet dilennet bloaz zo e penn ar C’huzul he doa roet he dilez. Un 70 bennaket a gevredigezhioù zo bodet er C’huzul sevenadurel. Labourat a ra ar re-se war dachenn ar yezh, ar sevenadur pe ar glad. Trivet kambr ar Rannvro eo. Reiñ a ra alioù diwar-benn politikerezh yezh ha politikerezh sevenadurel ar C’huzul-Rannvro. Disadorn e oa dalc’h ar C’huzul sevenadurel en Ostel Courcy e Roazhon. Ronan Coignard an hini eo a vo ar prezidant diwar-vremañ. Maer Konkored eo met ivez bez prezidant tolpad kêrioù Ploermael, prezidant Patrimoines de Bretagne ha prezidant Destination Bretagne. Ar burev nevez zo bet dilennet ivez. E-mesk an dud dilennet e penn ar bodadoù emañ Yves Marie Derbré-Salaün a zo bet lakaet da brezidant bodad ar brezhoneg hag ar gallaoueg. A-raok selaou anezhañ, selaouomp Tudi Kernalegenn, bet dilennet e-giz bezprezidant ar gomision « pevar » gouestlet d’ar gwirioù sevenadurel ha yezhel.

Pennad-kaoz gant Anton Burel.

 

Hélène Jegado : gweladenn heñchet e Roazhon

Unan deus « serial killerezed » gwashañ ar Frañs zo deus Pleheneg, e Bro-Ereg. Etre 1833 ha 1851 oa net ampoezonet gant Hélène Jegado 36 den adalek Gwern betek Roazhon. Keginerez oa-hi hag ampoezonet he devoa degadoù a dud o lakaat arsenik en o foued. Kondaonet e oa bet d’ar marv e 1852 ha dibennet war dachenn Veurzh e Roazhon a zo bremañ Bali Charles de Gaulle. Ur vuhez skrijus ha n’eo ket anavezet mat gant ar Vretoned. An heñcherez-prezegennerez Séverine Even he deus lakaet Roazhoniz da zizoleiñ un tamm deus istor Roazhon war roudoù Hélène Jegado. Bep tañs-ha-tañs e vez aozet gweladennoù liesseurt e brezhoneg asambles gant Skol an Emsav, deus bered an hanternoz da vare an Odorico, hag ober a reont berzh. M’ho peus c’hoant da c’houzout hiroc’h eo bet kontet hec’h istor er vandenn-dreset Rennes de la Révolution à nos jours gant Thierry Jigourel hag e 2017 e oa bet savet ur film anvet Fleur de tonnerre gant Stéphanie Pillonca-Kervern diwar-benn buhez al lazherez. Ar weladenn e brezhoneg a zeu e Roazhon a vo d’ar 4 a viz Mae hag ho po digarez d’ober anaoudegezh gant Breujoù Breizh. Evit ar wezh kentañ e brezhoneg hervez kont… Lakait hoc’h anv war lec’hienn Skol an Emsav.

Pennad-kaoz gant Anton Burel.

 

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Londre, Roma, Pariz, Naoned : manifestadegoù evit Gaza

- Iwerzhon : "nann" d'ar Vonreizh ha na vije ket bet ken seksist

- En arvar emañ ar stignad da eveshaat kleñvedoù an amiant

- Ur greizenn LGBTQIA+ da vezañ digoret e departamant 22

- Koñfederasion ar Beizanted oc'h aloubiñ ur greizenn Leclerc kostez Redon

 

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio