àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

E-kreiz ar festival Ar Roue Waroch 2024

E-kreiz ar festival Ar Roue Waroch 2024

Tud oe o tañsal e Pleskop an dibenn-sizhun-mañ ! Ar festivalAr  Roue Waroch vez savet bep blez e e fin miz C’hwever, e Bro Gwened. Ur meskaj brav a zo àr leurennoù ar festival, etre strolladoù a Vreizh ha kanourion pe kanourezed ag ar bed a-bezh ! Ar blez-mañ oe pedet Joao Selva da skouer, un arzour a Vro Vrazil.

Evit ar 26vet wech eo aozet Ar Roue Waroch. Ganet eo bet ar festival e 1996… Abaoe eo bet savet ar festival e vez bodet bep blez kalz a dud c’hoazh du-hont. Ha n’eo ket gwall alies vez savet festivalioù e fin ar gouiañv !

Kenstrivadegoù vez aozet ivez, èl Trofe an dansourion, pe kenstrivadeg triad a sonerion da skouer. Ken ar bloaz a za evit 27vet ar festival, e Pleskop.

Ar Roue Waroch a zo ur festival ag ar vro, penn da benn.

 

Ur reportaj gant Yuna Kojan.

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio