Keleier ar vro d'ar Merc'her 28 a viz C'hwevrer 2024
Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine
Kleuzioù ha girzhier en arvar, enklask nevez Splann!
Emañ bro an Argoad o cheñch dremm penn da benn ! Diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier, sell aze danvez enklask nevez ar media dizalc'h. Talvoudus-bras eo ar c’harzhaoueg evit ar vevliested hag a-enep direizhamant an hin. Met koustus eo ober war he zro ha pouezañ a ra ar c’houst-se war ur rumm tud hepken koulz lavaret : al labourerien-douar. Daoust d’ar reolennoù ha lezennoù ec’h a war fallaat stad ar girzhier er vro. Juliette Cabaço-Roger, eus Splann, a lavar hiroc’h deomp war an enklask a zo bet embannet herie beure. « Bocage : la fin d’un paysage », un enklask gant Yann-Malo Kerbrat ha Nolwenn Weiler da lenn e galleg hag e brezhoneg war splann.org !
Galiza : ar Bloque Nacionalista Galego war-raok
Ur sizhun zo e oa bet votadegoù e Galiza e gwalarn Stad Spagn. E-mesk ar strolladoù a oa war ar renk e oa ar Partido Popular, en tu dehou pellañ, ar PSOE, en tu kleiz sokial demokrat, hag ar BNG a zo un talbenn broadelour a stourm evit ma vefe ur gwir galloud politikel e Galiza. Tud bloc’had Broadelour Galiza zo e penn an tu enep e Parlamant Galiza. Spi o doa da gemer ar galloud gant ar votadegoù-mañ met ar Partido Popular zo erruet er penn araok gant 47% eus ar mouezhioù ha 40 kannad. Ma n’eo ket erruet e penn ez eus bet rastellet gant ar BNG 31 % eus ar mouezhioù, da lâret 25 kannad. Da c'houzout hiroc’h war-se, selaouomp Neal Baxter, a zo e karg eus darempredoù etrebroadel ar BNG.
Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :
- War-du an naonegezh e strizhenn Gaza
- Koñfederasion ar Beizanted o c'hronnañ Lactalis e saloñs al labour-douar
- Timac-Agro kondaonet evit bezañ saotret an aer
- Reoliataet e vo urjañsoù Lannuon
- IVG er Vonreizh dirak ar Sened hudu
Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.