Kleuzioù ha girzhier, enklask nevez Splann!
Emañ bro an Argoad o cheñch dremm penn da benn ! Diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier, sell aze danvez enklask nevez Splann! Sellet o deus kazetennerien.ezed ar media dizalc’h a-dostoc’h ouzh an traoù, d’esa kinnig ur sell klok war ur sujed a-vremañ. Talvoudus-bras eo ar c’harzhaoueg evit ar vevliested hag a-enep direizhamant an hin. Met koustus eo ober war he zro ha pouezañ a ra ar c’houst-se war ur rumm tud hepken koulz lavaret : al labourerien-douar. Daoust d’ar reolennoù ha lezennoù ec’h a war fallaat stad ar girzhier er vro. Juliette Cabaço-Roger, eus Splann!, a lavar hiroc’h deomp war an enklask a zo bet embannet herie beure.
« Bocage : la fin d’un paysage », un enklask gant Yann-Malo Kerbrat ha Nolwenn Weiler da lenn e galleg hag e brezhoneg war splann.org !
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
(Tresadenn gant Yann ar Sacher)