àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 26 a viz C'hwevrer 2024

Keleier ar vro d'al Lun 26 a viz C'hwevrer 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

 

 

Kallag : harz da ziskar ar c'hleuzioù !

Dalc’het e vez da zispenn kleuzioù ha girzhier e pep lec’h er vro. Distrujoù graet e-maez al lezenn gant un nebeud hiniennoù alies, hervez tud ar strollad a c’houlenn ur moratouar war an diskar kleuzioù. Ha ne blij ket ar sitoaianed war evezh-se d’an holl labourerien-douar. Disadorn e Kallag e oa en em vodet un tropad mat anezhe e-tal ar vodadeg, da ziskouez sioul o enebiezh. Gi Yonkour, bet mezeg al loened e kanton Kallag, a gont deomp petra oa kaoz e oa bet pedet tud ar strollad Kleuzioù da zont da Gallag...

Ur reportaj gant Tomaz Laken

 

 

Lizher kelaouiñ Splann : harz d'ar bigi ramzel evit an douristed

Bep miz e vez roet ar gaoz ganeomp da dud ar media enklask Splann evit kinnig deomp o lizher kelaouiñ. Selaouomp anezhi diouzhtu. Kaoz a vo ar wech-mañ eus ar bigi touristelezh ramzel.

Un atersadenn gant Tomaz Laken

 

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Setu daou vloaz e oa bet aloubet Ukrenia gant Rusia

- Kinniget zo bet ur steuñv gant an arme israelian hiziv evit skarzhañ ar siviled eus kêr Rafah e Gaza

- Reuz a oa bet e Saloñs al labour-douar e Pariz disadorn

- Digoret e vo ur greizenn evit degemer repuidi yaouank e Dol

- Aet eo ar maout gant bagad Kab Kaval e rummad kentañ kenstrivadeg ar bagadoù dec'h

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio