Kallag : harz da ziskar ar girzhier !
War-dro hanter-kant a dud a oa bet bodet e Kallag disadorn gant « Kleuzioù ».
Da vont d’ober ar strollad-se e oa en em unanet meur a strollad eus ar vro e 2022, difennerien an argoad eus Kallag, Sant-Vaeg, Speied, Sant-Nikolaz, Berrien, pe c’hoazh eus Bro-Leon. Dalc’het e vez da zispenn kleuzioù ha girzhier e pep lec’h er vro. Distrujoù graet e-maez al lezenn gant un nebeud hiniennoù alies, hervez tud ar strollad a c’houlenn ur moratouar war an diskar kleuzioù. Ha ne blija ket ar sitoaianed war evezh-se d’an holl labourerien-douar, anat deoc’h. Disadorn e Kallag e oa en em dastumet un tropad mat anezhe e-tal ar vodadeg, da ziskouez sioul o enebiezh.
Gant mouezhioù Gi Yonkour hag Erwan Puillandre eus ar strolladoù Kleuzioù e Kallag ha Speied. Ha hini ur saver saout-laezh eus Plougonveur.
Kelaouadenn gant Tomaz Laken