Avel em fenn - Lun 19 a viz C'hwevrer
Loc'hiñ un datathon oa an dibenn-suhun mañ get ar foñs roadennoù Breizh Niverel, bet krouet gant ar gevredigezh Pik BZH. Pal ar raktres-se a zo dastum roadennoù e yezhoù bihaniver evit gallout enbarzhañ anezho gwelloc'h en ostilhoù niverel evel an naouegezh artifisiel pe an droerien emgefre evel Google Translate. Mélanie Jouitteau, enklaskerez er CNRS doc'h mikro Metig Jakez Vargas.
Nely a zo ar vaouez pedet ar sizhun mañ: komz a reomp a sorserellezh, tarot ha traoù arall!
Adkavit ivez Mael Gwenneg, e-karg ag an abadennoù brezhoneger e FR3 Breizh àr ar c'hoñkour bagadoù 1tañ rummad skignet a benn Disul àr ar rouedadoù; Loeiz Belleg a laray hirroc'h en e gronikenn fizik a-ziàr an energiezh osmotek.
Keleier ar vro & ar bed get Metig Jakez Vargas dre-eeun a Bloneis e studio Radio Kerne. Avel em fenn a zo bet buhezet dre-eeun get Enora Molac e studio RBG e Pondi.