Keleier ar vro d'ar Gwener 16 a viz C'hwevrer 2024
Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine
"Naig ha me", ur film gant Claire Villalon diwar-benn ar varzhez Naig Rozmor
En dibenn-sizhun tremenet e oa bet skignet « Naig ha me » er skinwel, teulfilm kentañ Claire Villalon. O teskiñ brezhoneg gant Skol an Emsav he doa graet anaoudegezh ar sevenerez yaouank gant skridoù al leonadez a oa aet d'an anaon e 2015. Displegañ a ra deomp perak e oa bet desachet ganti. Gallout a reer sellet ouzh an teulfilm « Naig ha me » digoust war internet, war Youtube pe war lec'hienn France 3 Breizh e-pad ur bloavezh. D'ar 24 a viz C'hwevrer e vo skignet an teulfilm e sinema Rosko.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Beajiñ diouzh noz gant an tren !
Nevez zo e oa bet aozet meur a vanifestadeg ‘ba Frañs da c'houlenn ma vo diorroet an trenioù noz. Kaset e oa ar manifestadegoù gant ar stroll « Oui au train de nuit ». Dilezet e oa bet an trenioù-se e fin ar bloavezhioù 2000 rak ar beajoù marc’hadmat-tre gant kirri-nij a oa deuet d’ober kevezerezh d’an trenioù-se. E miz Kerdu tremenet e oa bet roet ul lañs nevez dezhe. Met teir linenn zo bet digoret hepken evit poent. Perynn Bleunven zo kustum da vont gant an trenioù noz. Nevez zo eo bet e Tolosa gant un tren noz. Ret e oa bet dezhi mont da Bariz da dapout anezhañ. Se zo kaoz e oa bet o vanifestiñ ‘ba Brest gant un toullad tud all…
Un troc'had-kaoz enrollet gant Erwan Blanchard
Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :
- An eured evit an dud heñvelreizh ez-lezenn e Bro-C'hres
- Ar CRSed oc'h esa skarzhañ ZAD an A69
- Medesined Kuba da sikour ar servijoù yec'hed er vro ?
- An Oriant ha porzh industriel nevez Oman : ar justis seziset gant Anticor
- Bec'h war taol-arnod ar gwiskamantoù er skolioù
- Melc'hwed war an RN12 da zifenn klasoù ar vro
- Lig Europa : trec'h AC Milan war Stad Roazhon
Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.