àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar c’hoef evit an holl !

Ar c’hoef evit an holl !

Ur plac’h a zo é vale e straedoù Gwened, gwisket get dilhad a zoar Alre tro dro mil nav c’hant hanter kant… Setu unan ag ar fotoioù vez savet get Jaime Da Silva. Dastum a ra koefeù ha dilhadeù hengounel a vro Gwened. Get e stal Casa Jubelein e laka àr wel Jaime Da Silva glad Bro gwened. Kannig a ra ivez kemer poltidi d’an dud gwiskert get ur c’hoef dastummet getoñ… pe ho koef d’ho c’hwi ma faota deoc’h !

Pal labour ar paotr ispisializet a zo lakaat àr wel an dilhadeù hengounel, dreist-holl ar c’hoefoù… Met ivez lakaat anezhe da vout a-vremañ en dro ! Dougen ur c’hoef get ur jean ? N'eo ket ur gudenn tamm erbet evit Jaime da Silva !

 

E miz Mae ha miz Even vo kaniyeut get Jaime Da Silva kemer poltridi tud, dre c’houplad. Evit dizoloieñ e labour ha monet e darempred getoñ, kit da welet pajenn facebook hag instagramm Casa Jubelein, pe dre vail : casajubelein@gmail.com

 

Un atersadenn get Yuna Kojan.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio