Keleier ar vro d'al lun 12 a viz C'hwevrer- 8e30 beure
Merañ al loñjeris 'ba Breizh: ar bras eus ar Vretoned zo a-du gant an UDB
Warlene e oa bet lakaet un toullad mat a gumunioù dindan ar statud « takad tenn » e Breizh. Met ar muzul-se n'eo trawalc'h da herzel enkadenn al lojeiz evit an UDB. Hag evit gwelet penaos e vefe degemeret diskoulmoù nevez gant ar vretoned ha bretonezed, evel ar Statud annezad, en deus ar strollad koumanantet ur sontadeg digant an Ifop da destiñ o mennozhioù. Muioc'h a ditouroù diouztu gant Nil Caouissin, mouezh aotreet ar strollad. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.
C'hoari 'vo 'ba kêr zDouarnenez beket dimerc'her gant an Ened
Krog e oa Meurlarjez pe gouel an Ened e Douarnenez disadorn goude mern. Kantadoù a dud treuzwisket, bras ha bihan, a oa en em vodet war plasenn ar c'houi evit lid digeriñ ar gouel : kinnig an Den Paolig, ur vargodenn a enor un den disheñvel eus kêr ar pennoù sardin bep bloaz. Ha staget e vez a-istribilh ouzh savadur ar c'houi betek fin an Ened. Ar bloaz-mañ e oa tresoù Elvis Presley gantañ. Metig Jakez-Vargas a oa war al lec'h.
Ar reportajoù zo da selaou amañ
Keleier ouzhpenn zo bet embannet:
- Enez vMayott: cheñchet 'vo ar reolennoù da vont da c'hall 'neus prometet Gerald Darmanin.
- Aleksandr Subb zo prezidant Finland
- Stourmoù ouzh an A69 etre Castres ha Tolosa ha ouzh ar raktres brasaat eus 8 puñs un dachenn da dennañ eoul mein.
- 67 klas a c'hallfe bout serret 'ba Penn-ar-Bed a-benn miz Gwengolo
- Bagad Monforzh ha bagad Speied e penn ar genstrivadegre rummad a oa aozet 'ba Pondi dec'h.
- Atleterez: rekord Bro-C'hall ar 1500 metrad zo bet trec'het gant ar Vretonez Agathe Gwilhamot (Breizh-Uhel Atleterezh)