àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un Datathon evit kas war-raok ar bed niverel e brezhoneg

Un Datathon evit kas war-raok ar bed niverel e brezhoneg

A benn un nebeud devezhioù e vo lañset un « Datathon » gant ar foñs roadennoù Breizh Niverel, bet krouet gant ar gevredigezh Pik BZH. An datathon – pe dastumadeg dataioù – a vago ur raktres a zo kenurzhiet gant Skol-Veur Abu Dhabi. Pal ar raktres-se a zo dastum roadennoù e yezhoù bihaniver evit gwelaat stad ar yezhoù bihan en ostilhoù niverel evel an naouegezh artifisiel pe an droerien emgefre evel Google Translate. Rak evit poent ne vez kinniget gant Google translate ken met 500 yezh, pa vez 7000 yezh tro-dro d'ar bed. Evit dastum roadennoù e vo skoazellet Breizh Niverel gant enklaskerien hag enklaskerezed evel Melanie Jouitteau a zo yezhoniourez er CNRS. Ha ma a mat ar raktres-se waraok, e c'hellfe ar brezhoneg bezañ kinniget e mesk ar yezhoù all e Google Translate 'benn daou vloaz. Muioc'h a zisplegadennoù ganti diouzhtu.

 

 

Klevet ho peus, digor d'an holl eo an Datathon, brezhonegerien ha nann-vrezhonegrien. D'ar 17 a viz C'hwevrer e vo e Kemper, a-hed an deiz, etre 9e30 ha 5e goude mern, gant un troc'h kreisteiz evit debriñ evel just. Gallout a reer ivez dont diouzh ar mintin pe goude mern hepken. E burevioù La Cantine e Krec'h Gwenn e vo dalc'het an abadenn. Ha ma z oc'h dedennet gant ar raktres met n'hallit ket dont da Gemper, e c'hellit kemer perzh enlinenn. Emañ tout an titouroù war al lec'hienn Datathon pik bzh.

 

 

Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio