àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar gwener 9 a viz C'hwevrer 2024 - 8e30

Keleier ar vro d'ar gwener 9 a viz C'hwevrer 2024 - 8e30

Datathon pe dastumadeg dataioù evit ar brezhoneg 

 

A-benn un nebeud devezhioù e vo lañset un « Datathon » gant ar foñs roadennoù Breizh Niverel, bet krouet gant ar gevredigezh Pik BZH. An datathon – pe dastumadeg dataioù – a vago ur raktres a zo kenurzhiet gant Skol-Veur Abu Dhabi. Pal ar raktres-se a zo dastum roadennoù e yezhoù bihaniver evit gwelaat stad ar yezhoù bihan en ostilhoù niverel evel an naouegezh artifisiel pe an droerien emgefre evel Google Translate. Evit dastum roadennoù e vo skoazellet Breizh Niverel gant enklaskerien hag enklaskerezed evel Melanie Jouitteau a zo yezhoniourez er CNRS. 

 

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

 

Arvest Drag Queen & Drag King e Brest

 

Bed an Drag, drag queen pe drag king, a ya waraok ‘ba Brest ! E 2019 ‘oa bet kroet ar strollad Glory all, ur strollad oa bet kroet evit lakaat war wel bed an drag ha kinnig arvestoù drag ‘ba Brest. Fenoz adalek 9e ‘ba sal ar PAM eo pevar drag queen ha drag king ‘vo war al leurenn da ginnig ur show eus ar souezhusañ… Muioc’h a displegadennoù gant Tangi zo ezel eus Glory All dindan anv Emjay pe c’hoazh Caméléon…

 

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard



Ar reportajoù zo da selaou  amañ

 
Ha da glevout ouzhpenn 'bar c'heleier :

- Keloù deus ar brezel en Ukraina

- Klok eo ar gouarnamant c'hall

- Devezh diwezhañ e dalc'h kuzul departamant Il ha Gwilen, hag eo bet mouezhiet ar Budjed 2024 

- Krogadoù melldroad an dibenn sizhun


Keleier embannet gant Anton Burel 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio