àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Lun 05 a viz C'hwevrer

Keleier ar vro d'ar Lun 05 a viz C'hwevrer

« Arc’hant evit Diwan » : ur mor a dud evit Diwan e Sant-Brieg

 

« Arc’hant evit Diwan », setu gêr stur ar vanifestadeg zo bet dalc’het disadorn e Sant Brieg.

Tregont vlez zo oe bet digoret skolaj Diwan Bro Dreger e Plijidi… A-houde en deus bet tamm araokadenn erbet en eil derez. Stanket eo ar raktres skol e Landreger hag ar raktres skolaj e Perroz Gireg a-gaoz d’an diouer a skoazell a-berzh an departamant. Gwashoc’h c’hoazh eo skolaj Plijidi en ur stad fall kenañ.

Ur reportaj get Anton Burel

 

 

Devezh ar c’hleuzioù e Sant-Nigoudem

 

Disadorn eh eus bet aozet un devezh diwar-benn ar c’hleuzioù e Sant Nigoudenn. Pal an devezh oe diskouez d’an dud penaos ema-a-bouez ar c’hleuzioù evit ar vro. A-gaoz da cheñchamant an hin ema ret d’ar labourizion ha d’ar strollegezhioù azasaat an en-dro hag ar c’hleuzioù zo unan ag an diskoulmoù evit en ober. Gant ar c’hleuzioù e c’hella an nen mirout an dour en douar, gwareziñ ar loened pe vehe loened doñv pe gouez.

Da vintin e oe bet aozet ur bourmenadenn àr maezioù ar barrez hag e mesk an heñchour e oa Gi Yonkour bet medisin loened e Kallag.

Ur pennad-kaoz get Anton Burel

 

 

Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

 

  • Adkaset vo an dilennadegoù prezidant e Bro Senegal
  • Gwall-tanioù spontus zo e Bro Chilli
  • Un harz labour ‘vo e bed an deskadurezh stad

 

 

Keleier kinniget deoc’h get Yuna Kojan

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio