Keleier ar vro d'ar gwener 2 a viz C'hwevrer 2024 - 8e30
Kengevread ar beizanted o stourm
An trede sindikad eus ar labourerien-douar a gemer perzh er stourm a zo er mare-mañ e Breizh hag e Bro C’hall a-bezh. Met n’eus ket ar sindikad ar memes arc’hadurioù eus sindikad FNSEA pe KBSLD pe al labourerien douar yaouank, pe c’hoazh Kenurzhierezh ar maezioù. Faot a ra da gengevredad ar beizanted vehe paeet mat al labourerien-douar met ivez vefe paouezet gant ar marc’had bras nevez-frankizour. Marine Robast a zo ezelez konfederasion ar beizanted Mor-bihan. Produerez legumaj ema he, en un ti-feurm e Sant-Teve.
Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan
Devezh stourm ar skolaerien hag ar skolaerezed
Skolaerezed ha skolaerien ar c'hentañ derezh hag an eil derezh dreist-holl, met ivez liseidi ha liseadezed. Goulenn konditionoù labour gwelloc'h a ra labourerien an deskadurezh Stad hag ivez diskouezh o disfiz ouzh o vinistrez nevez Amélie Oudéa-Castera ; hag o enebiezh ouzh al liveoù skoliata er skolaj hag ouzh an unwisk er skol...E Kemper e oa bet 500 a dud o tibunañ ar mintin-mañ. Sklaerenn, Simon hag Erell a zo skolaerezed ha skolaer e Bannaleg ha Molan.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Ar reportajoù zo da selaou amañ
Ha da glevout ouzhpenn 'bar c'heleier :
- Asantet en deus Unaniezh Europa kas 50 miliard a euroioù da Ukraina
- Poent war ar brezel e Palestina.
- Otto Vaillant Kannadour Republik Kuba a zeuio da Wengamp e miz C'hwevrer evit klask saveteiñ an Ospital
- Krogadoù an dibenn sizhun e Lig 1 ha Lig 2 Melldroad ar baotred
Keleier embannet gant Anton Burel